Germania

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Germania eo an anv roet en Henamzer, d'ur rann eus Europa a oa e-maez ar bed roman, er reter d'ar Roen hag en hanternoz d'an Danav, hag en em lede er reter war-zu ar Vistul.

Ar proviñsoù roman er bloavezh 116, gant Magna Germania, an tachennoù annezet gant Germaned

Germania ar Romaned[kemmañ]

Ne glot ket tachenn Germania gozh gant hini Alamagn hiziv, evel ne glot ket Galia gant Bro-C'hall. Daoust da se ez eus douaroù boutin dezho.

Germania Magna pe Magna Germania (« Germania vras ») a veze graet eus an douaroù na oant ket bet aloubet gant ar Romaned, etre an IIvet kantved kent JK hag ar VIvet kantved : an douaroù er c'hreisteiz da aod Mor an Hanternoz hag ar Mor Baltel, en hanternoz d'an Alpoù, etre Roen ha Vistul. Poblet an douaroù-se gant Germaned.

En o c’hichen e oa douaroù all a oa annezet gant Germaned ivez met a oa bet aloubet gant ar Romaned : mont a raent d’ober ar proviñsoù anvet Germania Inferior, Germania Superior, Raetia ha Noricum. Meur a wech e klaskas ar soudarded roman mont pelloc’h er reter d’ar Roen, en aner avat. Ar C’hermaned, diouzh o zu, a oa kustum da dagañ ar c’hreñvlec’hioù roman e proviñsoù Germania Inferior ha Germania Superior.

Kartenn Germania an Henamzer en ul levr embannet gant Harper and Brothers (e New-York) e 1849.

Annezidi Germania Magna a voe disheñvel o emdroadur diouzh hini ar pobloù german ha kelt a oa dindan levezon ar Romaned. Met etrezo hag ar proviñsoù roman amezek e voe atav eskemmoù kenwerzhel. Ha dre-se e voe liammoù sevenadurel etre an Impalaeriezh roman hag ar C’hermaned a oa er reter d’ar Roen hag en hanternoz d’an Danav.

Monumant da Arminius e Koad Teutoburg

An emgann brudetañ etre Germaned ha Romaned a c’hoarvezas er bloavezh 9 goude J.K. e-kichen ar pezh zo bremañ Kalkriese etre kêrioù Osnabrück ha Damme. En emgann-se e voe trec’h ar penn-brezel german Arminius, pa zistrujas gant e arme tri lejion roman renet gant Publius Quinctilius Varus : 15.000 soudard roman a voe lazhet eno. Gwall skoet e voe an Impalaeriezh roman gant ar c’heloù, pa oant boas da drec’hiñ ar pobloù all er brezelioù.

Pennadoù kar[kemmañ]