Raetia
Raetia a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh roman en em astenne en Alpoù, en hanternoz da Italia, er c'hreisteiz d'ar stêr Danav hag er c'hornôg da broviñs Noricum ha d'ar stêr Inn. Eno emañ bremañ reter Suis (eus andon ar Roen betek lenn Konstanz), kornôg Aostria (Tirol), Liechtenstein ha kreisteiz Bavaria.
Aloubet e voe Raetia gant ar Romaned er bloavezh -15.
E dibenn an IIIe kantved, da vare an impalaer Diokletian, e voe rannet ar broviñs e div lodenn : Raetia Prima, a oa he c'hêr-benn e Curia Raetorum (Chur), ha Raetia Secunda anvet ivez Vindelicia. A-raok donedigezh an armeoù roman e oa ar Reted e reter Suis ha Tirol, hag ar Vindelikianed e Bavaria.
Augusta Vindelicorum e oa kêr vrasañ Raetia. Bremañ emañ ar gêr-se en Alamagn hag anvet eo Augsburg en alamaneg.