Alpes Cottiae

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Alpes Cottiae en Impalaeriezh roman, war-dro 120

An Alpes Cottiae a oa ur broviñs roman eus an Impalaeriezh, krouet gant Augustus war dachenn meuriad ar Segusini. E gêrbenn a oa Segusio (Suse hiziv). Ar vro etre ar Mont-Cenis hag Menez Viso a oa dindani. Cottius Marcus Julius, roue kelt-ha-ligurat ar vro, kevredet gant Roma, en doa digoret hent traoñienn Suse d'ar Romaned. Evit trugarekaat anezhañ eus e emzalc'h a-du gante e voe anvet da brefed gant Augustus hag e talc'has da ren en e rouantelezh. Roet en deus e anv d'ar broviñs. Graet e veze Alpes Julix anezhe a-raok.


Adalek 64 ez eo renet gant ur prokulator pe ur prefed eus urzh ar varc'hegerien.


E 297 e oa staget ar broviñs-se ouzh an Alpes Maritimae.