Hispania Tarraconensis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hispania Tarraconensis en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Hispania Tarraconensis a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh Roman, e hanternoz, kreiz ha reter al Ledenez iberek.

Hispania Citerior e oa an anv latin kentañ a voe roet d'ar vro-se pa voe aloubet gant ar Romaned, tra ma veze graet Hispania Ulterior eus ar peurrest eus al ledenez, pelloc'h er c'hreisteiz, hag a zeuas da vezañ proviñsoù Lusitania ha Baetica diwezhatoc'h.

Brudet e oa Hispania Tarraconensis, abalamour d'he mengleuzioù ha d'ar gwin ha d'an eoul olivez a veze graet enni.

E-touez an dud brudet genidik alese e c'haller menegiñ ar barzh Marcus Valerius Martialis.