Africa (proviñs roman)
Proviñs roman Africa, a glote gant tachenn gozh Kartada hag aod kornôg Libia.
Krouet e oa ar broviñs-se o stagañ trevadennoù Africa Vetus hag Africa Nova, ha rannet e oa gant an impalaer Diocletianus e teir lodenn : Regio tripolitana, Africa byzacena hag Africa proconsularis, anvet ivez Africa zeugitana[1].
[kemmañ] Istor
Ar vro a oa dindan proviñs Africa a oa kemeret gant ar Romaned digant Kartada. Keodedoù bras all a oa er vro evel Hadrumetum (Sousa, e Tunizia hiziv), kêr-benn Africa byzacena, Hippo Regius (Annaba, en Aljeria). Savet e oa ar broviñs gant Republik Roma e 146 kent J.-K., goude Trede brezel Kartada. Roma a savas e drevadenn gentañ en Afrika, Africa Proconsularis pe Africa Vetus (Afrika gozh), gouarnet gant ur prokonsul, e lodenn strujusañ eus ar pezh a oa tiriad Kartada gwezhall. Utica e oa kêr-benn e velestradurezh. An dachenn a chome a oa lezet da roue Numidia Masinisa, ur roue a oa gwaz da Roma. D'ar mare-se, politikerezh Roma en Africa a oa miret hepken na ziwanfe ur galloud bras all nepell eus Sikilia. E 118 kent J.-K. e klaskas ar priñs numidian Jugurtha unaniñ ar rouantelezhioù bihanoc'h. Koulskoude pa varvas e tremenas ar pep brasañ eus ar vro a zalc'he d'ur roue all eus Maoritania, Bocchus, ur gwaz da Roma. D'ar mare-se dija e oa romanekaet ar vro. E 27 kent J.-K. e oa savet an Impalaeriezh roman, hag Africa a chomas dindan dalc'herezh ar Romaned.
Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant Augustus ha diwezhatoc'h gant Caligula, met Claudius an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel Diocletianus e oa rannet en Africa Zeugitana (anvet ivez Africa Proconsularis, rak gouarnet e oa gant ur prokonsul) en norzh hag Africa Byzacena er su, hag o-daou a oa lodennoù eus Dioecesis Africae. Chom a reas ar vro dindan an Impalaeriezh roman betek aloubadegoù germanat bras ar Vvet kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar Vandaled a zeue eus Hispania e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he Sikilia, Korsika, Sardinia hag an Inizi Balearez. Atahinet e veze ar Gatoliked, rak ar Vandaled a oa Arianed. War-dro fin ar Vvet kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus an tiriadoù e diabarzh an douaroù e dalc'h ar Maoured hag ar meuriadoù berbered all.
E 533, an impalaer Justinian, tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral Belisarius da gemer Africa en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas Belisarius e Kartada ha stagañ a reas ar broviñs ouzh an Impalaeriezh en-dro. Dont a reas a-benn ar melestradur roman da argas argadennoù meuriadoù Amazigh ar gouelec'h, ha war-bouez sevel ur rouedad mogerioù difenn e teuas a-benn da gemer en-dro tiriadoù diabarzh an douaroù. Bodet e voe proviñsoù norzh Afrika, hag an douaroù dalc'het gant an Impalaeriezh e Spagn, en Eksarc'hiezh Africa gant an impalaer Mauricius. Stabil ha pinvidik e oa ar broviñs e deroù ar VIvet kantved kement ha ken bihan ma soñjas an impalaer Heraclius e-pad ur pennad kas e gêr-benn eus Kergustantin da Garthago. Adalek 640 e rankas an eksarc'hiezh talañ ouzh aloubadeg ar Vuzulmiz, ha daoust da golloù, ur wezh an amzer, e teuas a-benn da argas an tagadennoù betek 698. Er bloavezh-se, un arme vuzulman deuet eus Egipt a breizhas Kartada hag a aloubas an eksarc'hiezh. Echu e oa da vat gant an impalaeriezh roman e Norzh Afrika. Koll a rae an impalaeriezh roman an hini diwezhañ eus proviñsoù Impalaeriezh roman ar C'hornôg, 222 vloaz goude diskar Roma hag impalaer diwezhañ Impalaeriezh ar C'hornôg, Romulus Augustulus.
[kemmañ] Roll (diglok) eus prokonsuled Africa e deroù an Impalaeriezh roman
- Marcus Furius Camillus (17-18)
- Lucius Apronius (19-21)
- Quintus Iunius Blaesus (21-22)
- Publius Cornelius Dolabella (23-24)
- Marcus Iunius Silanus Torquatus (29-34)
- Servius Cornelius Lentulus Cethegus (34-36)
- Caius Rubellius Blandus (36)
- Marcus Iunius Silanus Torquatus (36-39)
- Lucius Calpurnius Piso (39-40)
- Servius Livius Galba Ocella (45-47)
- Titus Statilius Taurus (52-53)
- Lucius Vitellius (61-62)
- Servius Cornelius Scipio Salvidienus Orfitus (62-63)
- Marcus Vipstanus Apronianus (68-69)
- Lucius Calpurnius Piso (69-70)
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Abdelhamid Hénia, Être notable au Maghreb : dynamique des configurations notabiliaires, éd. Maisonneuve et Larose, Paris, 2006, p. 44