Gallia Aquitania

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rannoù Galia (58 kent J.-K.) : Gallia Cisalpina, Belgica, Celtica, Akitania ha Narbonensis .
Kartenn an Impalaeriezh roman, gant he froviñsoù, goude 120. Kresket eo Aquitania diwar-goust Celtica.

.

Gallia Aquitania, pe Aquitania hepken, e oa anv latin unan eus teir froviñs an Impalaeriezh roman e mervent Galia, etre ar Pireneoù hag ar Garona.
En-dro dezhi, adalek 120, e oa Gallia Lugdunensis ha Gallia Narbonensis, hag Hispania Tarraconensis er c'hreisteiz.

Istor[kemmañ]

E 55 kent JK e voe aloubet gant Crassus, ul letanant da Julius Caesar. Bevennet e oa neuze gant Celtica ha Narbonensis.
Krouet e voe proviñs Aquitania e 27 kent JK gant Augustus . En IIvet kantved goude JK voe kresket diwar-goust Celtica.


Galia[kemmañ]

Hervez ar Romaned e oa e Galia, met ne oa ket Galianed pe Gelted an holl bobloù, ha Vaskoned eo a oa er c'hreisteiz .

Akitania[kemmañ]

Diwar anv Aquitania eo e teu an anv Akitania, rouantelezh, dugelezh ha rannvro c'hall.