Gwienna

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Guyenne a vez lavaret eus an dugelezh stag ouzh Bro-Saoz goude feur-emglev Brétigny e 1360.

Gwienna (brezhoneg[1]), Guiana (/ɡ(j)iˈanɔ/ en okitaneg, Guyenne (/ɡɥijɛn/ e galleg), Guyenne pe Guienne (e saozneg), zo ur rannvro istorel dispis a-walc'h e mervent Bro-C'hall, tre e kornôg ar broioù okitanek. Alies e vez kaoz eus Proviñs Guyenne ha Gwaskogn.

Orin[kemmañ]

Dont a ra an anv Guyenne eus an anv okitanek Guiana, a deu eus ar ger latin Aquitania. Koulskoude int deuet da vout daou dra disheñvel. Hag ouzhpenn eo deuet Guyenne da vezañ kemmesket gant Gwaskogn.

Kentañ gwech a gaver roud eus dugelezh Guyenne a oa e feur-emglev Pariz e 1229 a lakaas fin d'ar Groaziadeg albizat, met marteze e voe krouet gant ar feur-emglev en-eeun, ha Bourdel e oa ar gêr-benn anezhi.

E 1561 e teuas Guyenne da vezañ ur broviñs, hag enni Bordelais, Bazadais, Limousin, Périgord, Quercy, Rouergue, Agenais, Saintonge hag Angoumois. Diskaret e voe evel an holl broviñsoù gant an Dispac'h gall pa voe krouet an departamantoù e 1790.

Guyenne en Europa an XIIIvet kantved.

Guyenne en istor[kemmañ]

Istor kozh Guyenne eo hini rouantelezh ha dugelezh Akitania.

Ardamezioù Guyenne eo ivez re Akitania.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire français-breton, p. 361a