Edouarzh III (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Edouarzh III, roue Bro-Saoz, hervez Cassel's History of England, 1902.

Edouarzh III, roue Bro-Saoz, ganet d'an 13 a viz Du 1312, marvet d'an 21 a viz Mezheven 1377, a voe unan eus rouaned veur Bro-Saoz er Grennamzer. Ren a reas e-pad 50 vloaz, adalek marv e dad Edouarzh II, d'ar 25 a viz Genver 1327, pa ne oa nemet 14 vloaz.

Dindan ren Edouarzh III e voe astennet beli ar roue war douaroù ledanoc'h, goude brezelioù a-enep Bro-Skos ha Bro-C'hall.

Mab e oa da Edouarzh II ha d'ar rouanez Izabel Bro-C'hall ; abalamour da se e vennas Edouarzh kaout kurunenn Bro-C'hall. E Bro-C'hall avat e voe respontet dezhañ ne c'halle ket rak, abalamour d'al lezenn war an hêrezh er vro-se, ne c'halle ket ar rouanez Izabel kaout ar rouantelezh en hêrezh. Kement-se a voe kaoz d'ar Brezel Kant Vloaz.

Dimeziñ a reas Edouarzh III gant Filipa Hainaut ha 12 bugel o devoe. Heligentañ a voe etre daou anezho da c'houzout piv a yafe war an tron. Ha diwar-se e c'hoarvezas Brezel an Div Rozenn.


En e raok:
Edouarzh II
Roue Bro-Saoz
Royal Arms of England (1340-1367).svg
13271377
War e lerc'h:
Richarzh II



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.