Abati Westminster

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abati Westminster, gwelet eus ar c'hornôg

Abati Westminster zo unan eus savadurioù relijiel anavezetañ Londrez. Emañ e karter Westminster (« manati ar c'hornôg »), zo er c'hornôg da greiz kêr-benn Bro-Saoz. Savet e voe en doare gotek, en XIIIvet kantved dreist-holl, da vare ren ar roue Herri III. «Iliz-chabistr Sant Pêr e Westminster» (Collegiate Church of St Peter at Westminster) eo an anv ofisiel leun.

En abati Westminster e vez graet al lidoù a denn da rouaned ha rouanezed Bro-Saoz ha Breizh-Veur : kurunidigezh, dimeziñ hag obidoù. Er savadur emañ bezioù un darn vat eus ar rouaned ha rouanezed-se. Tud brudet all zo bet beziet eno ivez, evel Winston Churchill, Oliver Cromwell, Charles Darwin, Charles Dickens, Benjamin Disraeli, Georg Friedrich Händel, David Livingstone pe William Shakespeare.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.