Charles Darwin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Charles Darwin

Un naturour, ul loenoniour hag ur geologour breizhveuriat eo bet Charles Darwin, ganet e Shwresbury (Shropshire - Bro-Saoz) d'an 12 a viz C'hwevrer 1809 ha marvet d'an 19 a viz Ebrel 1882. Brudet eo evit bezañ roet ul lañs bras da deorienn an emdroadurezh pa reas berzh e bleustrad Diwar-benn orin ar spesadoù embannet e 1859. [1]

Buhez[kemmañ]

Ganet eo bet Charles Darwin en ur familh troet ouzh ar skiantoù hag ar preder. E dadoù-kozh, Erasmus Darwin ha Josiah Wedgwood a oa izili al Lunar Society (Kevredigezh al Loar) a vode meur a den skiant pe prederour. Erasmus Darwin a droas Carl von Linné hag e roas anvioù saoznek da veur a blantenn. Ur mezeg e oa e dad, Robert, hag e reas Charles daou vloavezh studi war ar vezekniezh
. Pempvet bugel Robert hag Emma Wedgwood e oa Charles Darwin ha e c'hellas kaout ur bugaleaj digudenn pa c'helle e dad tennañ arc'hant a-walc'h diouzh e vicher mezeg e Shrewsbury. Pa oa bugel e plije da Charles dastum karregadoù ha danvezioù a bep seurt. Ouzhpenn-se e c'hellas marc'hegezh koulz ha chaseal, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ kizidik ouzh traoù an endro.
Pa voe 16 vloaz e voe kaset d'ober e studi mezekniezh da Zinedin (Bro-Skos), met ne c'hellas ket gouzañv an doare studiañ hag ivez ar gwad o flistrañ pa veze diskejet al loened. Kavout a reas plijusoc'h mont da dastum loenigoù-mor war an aod ha kinnig e zizoloadennoù er Plinian Society. Deskiñ a reas ivez plouzañ krec'hen gant un den du, John Edmonstone, ar pezh a lakaas anezhañ kizidik da sevenadur Suamerika ha da gevatalded hag heñvelded an dud.
Pa ne blije ket mui da Charles mont da vezeg e kinnigas e dad ez aje da veleg anglikan en ur ober e studioù e Skol-Veur Cambridge e 1827.

Da vezañ kendalc'het

Kroget eo istor ar familh Darwin en XVIIIvet kantved gant Erasmus Darwin hag a grogo da soñjal war an emdroadurezh pe ivez war istor an den. Sikour a raio Erasmus e vab robert d’en em staliañ evel mezeg e Shrewbury. Piv en defe soñjet en dije graet e mab bihan enklaskoù war diazezou disheñvel met gant ar memes c’hoant kompren amzer kozh ar vuhez se, un hanter kantved goude. Ne oa ket gwall kredapl e roadou da Erasmus evit ar mare. Gant Lamarck e oa muillorc’h sirius an oberennou theorikel evit ar memes mare.

D’an 12 a viz c’hwevrer er bloavezh 1809 e vo ganet Charles Darwin en e geriadenn Shrewsbury. Pempvet bugel ar familh e oa ha koulskoude e vo trawalc’h a arc'hant da vagañ ha da sevel. Plijet tre e vo en e yaouankiz o tastum mineraloù pe zanvezioù a bep seurt, e un doare nann-skiantel a-benn e renkañ en e lerc’hiou dezhañ. Lenn a raio a bep seurt traoù ha dreist-holl pezhioù-choari Shakespeare. Pa’z eo kresket en deus tremenet kalz a amzer vak o marc’hega pe o chaseal gant e fuzulioù en natur. Setu e teuio da vezañ kizidik a walc’h ouzh e endro hag e chomo gant ar blijadur de sellet a-hed e vuhez pad. Pa vo ar mare da studiañ (16 bloaz) e vo kaset da Vro-Skos e kêr Edinburg evit ar studi mezegoniezh, met an doare-se da labourat na zedeno ket anezhañ. Krediñ a rae e vefe roet gant e dad madoù a-walc’h hag e c’hellfe bevañ en e aes a-walc’h gante. A-wechoù e vo rediet da ziskejañ loened hag ne blijo ket kalz dezhañ gwelet liv ar gwad o flistrañ. Ar c’hoant da vezañ mezeg a vo pellaet gant an div vloavezh tremenet da studiañ hag e tivizo donet endro d’ar ger en ur geriadennig(Cambrid) trankilig ha bezañ beleg, setu e ranko lenn al levr Pearson on the dogme. Ar menozh krediñ e traou nann displegus na zirenko ket anezhañ met koulskoude e vo taget gant an ortodoxed evit e c’hoant da zont beleg. Dre chañs ec’h anavezo ar c’helenner Henslow barrek kenañ war ar skiantoù, hag a vo mignon gantañ, tremen a raio amzer ivez da zastumm loened iskis evel ar “coleopteres”, ul labour dastummadeg hir hag a basianted. Ar c’hoant a teuio gantañ da ledanaat ar gwiziegezh war dachenn ar skiantou naturel, gant al levriou skiantoù naturel. Kenderc’hel a raio da chaseal, tri bloavezh tremenet e Cambridge a vo ar bravañ prantad eus e vuhez a vo rak e vo yaouank yac’h-pesk ha ne vo ket c’hoazh tapet gant e c’hleñved iskis hag a vo gantañ betek fin e vuhez. Beaj ar vag beagle… Annezañ a raio en ur ranndi e Londrez, komz a raio dirak izili kevredigezh ar reier(ar Society of geology) hag asanted e vo moulañ Zoologiez beaj ar Beagle. E 1838 eo bet skrivet dija linennou pouezhus war menozhiou an emdroadur hag an treuzkemadur, hag a savo tamm pe damm e deorien war an emdroadur. D’ar c’houlz-se e chomo hep embannn e deorienn, graet diwar ar rentan-kont eus e veaj war an inizi er pol su. Dimeziñ a raio d’ur genitervez dezhañ ……Prezidant ar Royal Society of London e teuio e 1839, gwelet a raio kalz lyell, gantañ e c’hello tabutal diwar-benn kudennou geologiezh. Lenn a raio Lamarck hag e dad kozh erasmus Darwin, Zoonomia the organic life. E 1842 e vo embannet ul levr war foñs ar moriou koralian. Em staliañ a raio e Down House gant e wreg. E 1844 e vo eil prezidant ar Geological Society. Bugale eleiz en devo, un dek bennak en ugent vloaz, met tri a varvo en e raok. Embann a raio e 1844 e dizoloadennou war an inizi volcaneg gant ar Beagle. Wallace a skrivo ur pennad war lezenn ar spesadou nevez. Evit Lyell e vo poent bras da Darwin skrivañ war teorienn emdroadur ar spesadou rak e c’hello koll ur priolded reizh. Wallace a liammo an emdroadur gant ar selektadurezh sexel. Wallace o vezañ re dost da d er penn, kenver ar mennozhioù, doare prederiañ kentañ a vo kemeret vel un enebour gantañ ase ne glasko ket en em zizober pe enebiñ d'un enklasker yaouankorc'h met mont pellorc'h ha tremen anezhañ, evel ur seurt redadeg. Goude se o devo ur mignoniezh braz kenetrezo .

Ar veaj war ar Beagle[kemmañ]

E miz C’hwevrer 1858 e za an naturalour Alfred Russel Wallace da veajiñ er broiou pell war an Ternte. Skrivan a raio ul lizher da Charlez Darwin war dreistbevans an hini barrekañ. Goulennet e vo digant Darwin reiñ al lizher da Lyell da c’houde. Anzav a raio Darwin ez eo al lizher se un diveradenn eus e venozioù. Diwar ar pezh a sonjo Lyell e vo embannet gant Darwin un diell war orin ar spesadoù. Hag e teuio e labour pennañ war mennozh an emdroadur, setu e vo graet e deorienn.11 bloaz warlerc’h an deorienn kentañ e vo klasket gantan da gomz eus an den hag ar selektadur liammet d’ar sex, ar pal kentañ vo da stagañ pe adstagañ an den d’al loen der genealogiez. Klask a raio displegan istor ar spesad denel, sonjal a raio ivez ez eus un emskiant o trein. Dre se eo chenchet penn d’ar vaz rak eo kemmet spered an den ar c’hoant a zo deuet gantan da sikour e genseurted, parean ar re glanv, rein d’ar spered ar gwir da sonjal, lakkat da ensavadur ar sikour hag ar yerc’hed, ur sikour sokial a vez roet d’ar re diheriet. Tout ar perzhiou se hag a vez gant an den a lak anezhan da vont a enep d’ur selektadur reizh. Evit Darwin e vo kevatal an bloaz war lerc’h an deorienn kentan e vo klasket gantañ da den d’ul loen hag e vo diaesoc’h c’hoazh evit ar re re lorc’hus da c’hellout soñjal kompren e deorien. Eveljust ne c’hello ket Darwin respont d’ar seurt goulennoù met 50 bloavezh goude e vo dizoloet ar geneteg hag an holl prouennou o lavar e oa ar gwir dre vras gant Darwin. E fin an XIXvet kantved e vo a-du an Iliz evit anzav n’eman ket teorienn an emdroadur a-enep kren an deorienn biblek. Darwin a labouro war e dezennou betek e varv d’an 19 a viz Ebrel 1882.

Savet eo bet gant e deorienn ur gwir zisparti a mennozhioù etre ar re skiantel, relijiel hag pep hini en deus hiziv komprenet an dibenn eus an teorienn met fin ebet ne vo.

Notennoù[kemmañ]

  1. DARWIN Charles, On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life, John Murray, London, 1859 - Penguin Classic, 2009 ISBN 978-0-14-043912-0 (en)
    De l'origine des espèces au moyen de la sélection naturelle, Maspero, Paris, 1983 ISBN 978-2-7071-1169-2 (fr)
    • Kenrouedad : Association des Bibliophiles Universels (fr)