Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Charles Dickens
Charles Dickens (7 a viz c'hwevrer 1812 - 9 a viz even 1870) a oa ur skrivagner saoz ganet e Landport, kichen Portsmouth. E 1814 e heulias e familh da Londrez ha goude-se da Chatham. Ne studias ket en ur skol met kalz traoù a zeskas e straedoù, a zlefe c'hoari ur perzh bras en e romantoù.
Da 22 bloazh e krogas da labourat evel kazetenner er Morning Chronicle. E 1836 e euredas gant Catherine Hogart a roas dek bugel dezhañ. Dizemeziñ diganti a reas e 1858, avat. Skrivañ a reas Charles Dickens kalz romantoù ha danevelloù e kazetennoù. An hini kentañ a voe The Pickwick Papers embannet e miz meurzh 1836. Heliet e voe gant Oliver Twist (1837), Nicholas Nickelby (1839) ha The Old Curiosity Shop (1841).
Tremen a reas Charles Dickens un darn vras e vuhez en estrennvro ma skrivas un nebeut eus e romantoù pouezusañ evel David Copperfield (1850), A Tale of Two Cities (1860),Great Expectations (1861. Marvet eo e 1870 e Londrez.
[kemmañ] Danevelloù
[kemmañ] Oberennoù arall pennañ