Kastell Windsor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Windsor
Kastell Windsor, gwelet eus an oabl

Kastell Windsor zo unan eus tiez-annez boas rouaned ha rouanezed ar Rouantelezh Unanet. Emañ ar c’hastell-se war ribl an Tavoez, en ur gêr anvet Windsor ivez.

Brasañ kastell annezet ar bed eo, hiziv an deiz. Bremañ e kav gwelloc’h d’ar rouanez Elesbed II bezañ o chom e Palez Buckingham, hag implijout a ra kastell Windsor evel un eil annez, evit ar vakañsoù, pe evit degemer pennoù stadoù estren. Gant lod eus hec’h hendadoù, evel Jord IV, avat, e veze implijet Kastell Windsor evel annez pennañ.

Savet e voe ar c’hastell kentañ eno da vare Gwilherm Iañ Bro-Saoz, lesanvet an Alouber. Ur c’hastell koad an hini e oa. Doare savouriezh ar c’hastell a emdroas a-hed ar c’hantvedoù. Pa veze peoc’h e veze kresket ar pezhioù-annez ha pa veze brezel e veze kreñvaet an difennoù. Er Grennamzer e voe c’hoariet ur roll a bouez gant ar c’hastell evit difenn ar gêr-benn. E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz e voe graet kalz a zistruj ennañ. Hag er c’hantvedoù goude e kendalc’has kastell Windsor da vont war an diskar.

N’eo nemet e dibenn ren ar roue William IV ar Rouantelezh-Unanet, en XIXvet kantved, e voe gouestlet arc’hant da adsevel ar c’hastell. Ha goude se e teuas Windsor da vezañ lec’h annez pennañ ar rouanez Victoria. Ur perzh bras he devoe he gwaz, Alberzh, el labourioù da adsevel ha da gempenn ar c’hastell. Eno e varvas er bloavezh 1861.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.