Cyrenaica

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kyrenaia en Impalaeriezh Roman war-dro 120.
Cyrenaica

Cyrenaica, pe Kirenaika (Cyrenaica pe Cirenaica e latin diwar ar henc'hresianeg Κυρηναία; Κυρηναϊκή e gresianeg a-vremañ; برقه, Barqah en arabeg, Berqa e berbereg), a oa ur broviñs roman en Afrika an Hanternoz, etre proviñsoù Egipt ha Numidia. Unan eus teir lodenn vras Libia eo hiziv, ha mont a ra d'ober lodenn reter ar vro. Benghazi eo ar gêr bennañ. E miz Meurzh 2012 he deus embannet e teue da vezañ damemren.

Dont a ra an anv eus kêr Kyrene, a zeu diwar anv an nimfenn Kyrene.

Istor[kemmañ]

Trevadennet e oa bet ar vro gant tud deuet eus Hellaz adalek ar Vvet kantved kent JK. Pell amzer e voe e dalc'h Egipt hellazek. Legadet e voe gant Ptolemaios VIII Euergetes d'e vab Ptolemaios Arpion, ha n'en doe hêr ebet, hag a legadas ar vro neuze da Republik Roma er bloaz 96 kent JK. Lakaet e voe gant Kreta d'ober ur broviñs roman neuze.

Pa zegouezhas an Arabed vuzulman er VIIvet kantved e oa aet kras ar vro, izel an dour enni, ma oa erru didudet-mat. Kaset e voe ar gristenien kuit, da Sikilia pe da Greta, ha pell amzer e chomas un dezerzh. Gwellaat a reas an amzer er XIVvet kantved hag adpoblet e voe. Un darn eus Egipt e oa neuze kent dont da vezañ ur broviñs eus an Impalaeriezh Otoman. Homañ a stagas ar vro ouzh Tripolitania. Er bloaz 1911 e voe tapet Tripolitania gant Italia ha Kirenaika da heul. Abaoe eo stag hec'h istor ouzh hini Libia. E miz C'hwevrer 2011 eo eno e tarzhas Dispac'h Libia a gasas kuit renad Kadhafi, ha bloaz war-lerc'h e voe embannet e teue da vezañ ur rannvro damemren eus Libia, ar pezh n'eo ket bet degemeret gant ar gouarnamant kreiz.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.