Benghazi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skol-veur Benghazi

Benghazi (بنغازي, binghāzī en arabeg) zo ur gêr vras eus Libia hag ur porzh en arvor reter ar vro-se. An eil kêr vrasañ eo e Libia.

Istor[kemmañ]

Savet e voe ur gêr eno gant an Henc'hresianed war-dro ar bloavezh 525 kent JK, anvet Euesperides. Annezet e voe gant Gresianed eta, Romaned hag Arabed goude-se, adalek 642. E 1578 e voe aloubet gant an Durked. E 1911 e tremenas etre krabanoù an Italianed. Gouzañv a reas kalz kêr e-pad an Eil Brezel-bed. Kresket eo buan he foblañs abaoe ar bloavezhioù 1960, pa voe kroget da gorvoiñ an tireoul a gaver e dezerzhioù kreisteiz Libia.


Dont a reas ar gêr da vezañ kavell brezel diabarzh Libia e 2011. D'an 19 a viz C'hwevrer e oa lazhet un hanter-kant den bennak gant an arme[1]. En holl e oa lazhet 173 den e pevar devezh[2]. Antronoz e voe hejet kêr gant emgannoù taer ha kouezhañ a reas etre daouarn an emsavidi[3]. A-raok mont kuit avat e oa sevenet meur a dorfed gant arme ha polis ar c'horonal Kadhafi.

Notennoù[kemmañ]

  1. Le Figaro, 23 février 2011, p. 6.
  2. Hervez Human Rights Watch
  3. Reuters - Dépêche du 20/02/2011

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.