Proviñs Britannia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Britannia en Impalaeriezh roman, war-dro 120
Proviñs Britannia e 410

Britannia a oa anv ar broviñs krouet gant ar Romaned en Enez Vreizh a-raok ma voe adrannet e meur a broviñs all.

An aloubadeg roman[kemmañ]

Goude d'ar Romaned kemer Galia e voe aloubet Enez Vreizh gante tamm-ha-tamm. Dre-vras e voe tri frantad d'an aloubadeg.

Donedigezh Caesar[kemmañ]

E 55 kent JK e tilestras Julius Caesar e kreisteiz Enez Vreizh, anvet Britannia gantañ en e eñvorennoù skrivet e latin. Hervezañ e veze skoazellet ar C'halianed emsavet gant pobladoù an enezenn. War aodoù Kent a vremañ e tegouezhas Julius. N'eas ket pell avat, fall e oa an amzer, aon en doa da goll e listri. Prientet-fall e oa e droiad moarvat, re nebeut a varc'hegeien a oa gantañ, ha gwell e kavas distreiñ da C'halia. Met dont a reas en-dro e 54 kent JK.

Gant an div zilestradeg e krogas an darempredoù kentañ etre ar Vrezhoned hag ar Romaned. Ur seurt gweladenn e oa bet ha tro o doa bet ar Romaned da ziskouez o nerzh petra bennak ma ne oa ket bet un droiad aloubiñ tamm ebet. Un toullad mat a rouaned vrezhon a yeas a-du gant Caesar hag a gasas ostajed dezhañ, evel Trinovantes, Cantii...

Ur c’hwitadenn e oa an ergerzhadenn, met un taol kaer e oa war an dachenn bolitikel : divizout a reas sened Roma aozañ 20 devezh gouel e Roma en enor d'an ergerzhadenn gentañ-se tramor [1].

En e eil ergerzhadenn e kasas Julius Caesar nerzhioù kalz brasoc’h hag e krogas da bediñ pe da c’hourdrouz ar meuriadoù da baeañ un truaj ha da reiñ gouestlidi evit chom e peoc’h. Lakaet e voe Mandubracius, ur roue a-du gant ar romaned, war dron an d/Trinovantes hag e gevezer Casivellaunus a oa rediet da sujañ dezhañ. Kaset e voe gouestlidi gant an arme, met daoust ha paeet e voe an truaj ur wezh ar Romaned kuit, n’emañ ket a-du an istorourien etrezo war ar c’hraf-se[2].

A-drugarez d’an div zilestradenn-se eta e oa sujet ar meuriadoù amezek ha lakaet rouanez a-du en o fenn. Ne oa dañjer ebet ken evit proviñs Galia. Kalz roueed a oa degemeret e Roma gant Augustus hag e warlerc’hidi [3]. E I kantved hon oadvezh, marc’hadourien roman en em strewas er vro gant asant ar meuriadoù brezhon. Digor e oa an hent d’ar c’hoantadennoù roman.

E 39, bodet soudarded gant Caligula e Portus Itius (Boulogne-sur-Mer), e voe roet urzh gantañ da sevel un tour-tan divent e-giz p’en dije bet c’hoant da aloubiñ an enezenn, met da c’houde e tilezas e vennozh hep gouzout da zen petra oa kaoz.

Aloubadenn 43[kemmañ]

  • E 43 eus hon oadvezh, an impalaer Claudius a felle dezhañ terriñ levezon an drouized. Gallout a raent unaniñ an eneberezh ouzh Roma e Galia diouzh an enezenn e lec’h ma veze stummet ivez e santualoù bras evel hini Mona.

Levezonet e oa kalz ivez evel boaz gant c’hoant ar varc’hadourien roman o doa gellet gwelet pinvidigezh ar vro a-dost.

War-zigarez e oa bet kaset ar roue Verika diwar e dron gant ar Gatuvellauni, e kasas pevar lejion en tu all d’ar mor : an IIet Augusta, an IXe Hispana, ar XIVvet Gemina hag an XXvet Valeria Victrix, renet gant Aulus Plautius, bet gouarnour Pannonia, Flavius Vespasian, an impalaer da zont hag Osidius Geta. Soñjal a ra an istotrourien e oa war-dro 40 000 soudard en arme a gemeras kreisteiz an enezenn, eus 43 da 47. An impalaer Claudius a reas ar veaj e-unan betek Britannia, evit gallout lidañ e drec’h e Roma ha kemer an titr « Britannicus », a roas d’e vab ivez.


En 60, Nero a gasas e soudarded war Enez-Von (Anglesey), ha distrujañ a rejont santual pennañ an drouized.

E 60 et 61 e legadas ar roue Prasutagus e rouantelezh da Roma, ha garventez ar varc’hadourien hag ar verourien roman a-enep Boudicca, rouanez an Iceni, a lakas holl ar meuriad d’en em sevel. Kemer a rejont kêrioù, drailhañ ar gwarnizonioù roman, ha preizhañ Camulodunum, Verulamium ha Londinium. Hervez Suetonius, Nero a soñjas dilezel an enezenn, met dont a reas Suetonius Paulinus a-benn eus an emsavadeg. Disoc’h an emsavadeg a oa spontus. Komz a ra an istorourien roman a 70 000 roman lazhet e deroù. Kalz muioc’h zo bet eus tu ar Vrezhoned moarvat.

An aloubadenn o kenderc’hel[kemmañ]

Ergerzhadennoù Agricola

Dindan an impalaer Vespasian e krogas an aloubadeg en-dro.

Biskoazh ne zeuas ar romaned a-benn da aloubiñ holl an enezenn rak ne’z ae ket ar broviñs larkoc’h evit moger Hadrianus en norzh. Disuj e chomas ar Bikted e Kaledonia. Ar strivoù a vije bet ret evit aloubiñ ar vro-se a oa brasoc’h evit ar gounid a oa da gaout. Re baour e oa Kaledonia ha re vellus e oa ar meuriadoù eno. Ne oa abeg ebet da gas ur brezel hir ha koustus da benn.

Dizalc’h e chomas Hibernia ivez.

Abalamour ma ranked argas tagadennoù ar Bikted hag evezhiañ ar meuriadoù sujet a-nevez e oa ret d’ar Romaned derc’hel tri lejion (da lâret eo etre 20 000 ha 30 000 den) er broviñs. Dont a reas eta da vezañ ur broviñs impalaerel, renet diouzh Camulodunum (Colchester), Eburacum (York) pe marteze dija diouzh Londinium (Londrez), gant ur legad bet koñsul dija abalamour d’an armeoù a oa da ren.

Aozadur Britannia roman[kemmañ]

An takadoù merañ[kemmañ]

Lec'hiennoù pennañ e Britannia roman

E-doug ar c’hentañ hag an eil kantved e voe rannet ar broviñs e takadoù disheñvel :

  • Proviñs Britannia hec’h-unan gant un takad dindan dalc’h al lejionoù hag un all siouloc’h.
  • Rouantelezhioù-pratikoù, staget tamm-ha-tammm ouzh ar broviñs e lodenn gentañ ar c’hentañ kantved (Togidumnus er c’hreisteiz, Prasutagus er c’hornôg...).

Tra ma’z eo chomet un tamm emrenerezh gant ar rouantelezhioù-pratikoù e voe aozet ar peurrest eus ar vro hervez an urzh roman.

Diazez ar melestradur e oa ar c’heodedoù pe ar ar meuriadoù kelt evel e Galia a vere o aferioù diabarzh


Ar c'hêrioù[kemmañ]

Da-heul an aloubadenn e voe savet keodedoù roman nevez war dachenn ar meuriadoù evel re an Atrebates, an d/Trinovantes, an Iceni, ar g/Coritani, an Ordovices, an Demetae hag ar v/Brigantes. A-wezhioù e oa ur gêr dija ha diorroiñ a rae ar gêr roman-ha-brezhon e-kichen (evel e Calleva, Verulamium, Camulodunum...). A-wezhioù, e veze krouet ur gêr nevez hag e veze dilec’hiet ar boblañs (evel e Noviomagus, Durovernum, Corinium...). N’ouzer ket da vat e pe lec’h emañ kêrbenn ar broviñs d’ar mare-se. Lod a soñj ez eo Londinium (Londrez), fontet e-kerzh ar c’hentañ kantved – lod all a soñj e oa Camulodunum pe Eburacum.


Kêrioù eus proviñs Britannia (anvioù latin) :

Goloet e oa ar vro gant un niver a hentoù ha meret e veze gant un niver a dud dindan ar stad. E darempred e oa ar broviñs gant an Naoned ha Bourdel dre porzhioù Domnonea (Kerneveur) ha gant Portus Itius (Boulogne-sur-Mer) war an douar-bras dre porzh Douvres.

Bras e oa obererezh ar mengleuzioù. Ezporzhiet e veze aour, plom arc’hantus, staen hag houarn ha glaou memes.


Ar romanekadur[kemmañ]

Yezh ar galloud hag ar vistri e oa al latin. Bras-kenañ e oa levezon sevenadurel an impalaeriezh. Kalz Romaned pe tud eus an impalaeriezh a oa o chom e Britannia ivez. E latin ez aent an eil d'egile evel-just. Abalamour da se ez eo en em ledet implij ar yezh-se.

Koulskoude ne voe ket ken don al latinekadur hag e Galia en tu all da gornad Londrez. Chom a reas bev ar sevenadur keltiek e-maez ar c’hêrioù bras ha dreist-holl e bro an Ordovices hag en hini ar Silures (Kembre hiziv) e lec’h ma ne oa ket ken kreñv levezon ar Romaned. Kenderc’hel a reas ar Vrezhoned da gomz o yezh, ar brezhoneg, ( a vez lavaret predeneg a-wechoù) daoust ma voe latinekaet ar renkadoù uhel.

Setu a skriv Tacitus diwar-benn ar Vrezhoned :

"E gwirionez, ne voe ket heñvelekaet pobladoù ar vro ouzh an alouberien. Ur yezh estren e chomas al latin, a oa ret evit an darempredoù gant ar Romaned. Latinekadur ar c’hêrioù a voe brasoc’h, met ne voe ket a-walc’h evit cheñch yezh an annezidi". Tacitus, Buhez Agricola

Kalz gerioù latin a dremenas koulskoude e yezh ar Vrezhoned evel ma c’hoarvez atav pa vez kalz tud divyezhek. Abalamour da se moarvat eo heñvel deizioù ar sizhun er yezhoù predenek.

Difenn ar broviñs[kemmañ]

Proviñs Britannia e 410

Etre 119 ha 122, hag adarre e 142, en em savas ar v/Brigantes harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes, ar voger a zifenne harzoù an impalaeriezh en hanternoz.

  • E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet Moger Hadrian. Kroget e voe gant al labour e 121-122, hag echuet e 128. Hedet e oa ar voger gant touflezioù, kreñvlec’hioù ha kazarnioù a oa a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.


Notennoù[kemmañ]

  1. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico 4.20-36
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico 5.8-23
  3. Dion Cassius, pe re Res Gestae Augusti)