York
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
York zo ur gêr en hanternoz Bro-Saoz hiziv hag unan eus re goshañ ar vro. Evrog e oa hec'h anv brezhonek kozh (diwar ar wrizienn keltiek *ebor; brezhoneg evor; kembraeg: efwr; iwerzhoneg: iubhar; stumm latinekaet: ibor > Eburacum), a veze roet da gêr Eboracon.
Savet eo bet kêr York e kember ar stêrioù Ouse ha Foss. 137 505 annezad zo e kêr, 184 900 er veurgêr.
Ker-benn gozh kontelezh York (Yorkshire) eo.
[kemmañ] Istor
Savet eo bet, a-hervez, er bloavezh 71 kent JK. Gant se n'eo ket ur gêr roman a orin, pa ne c'hoarvezas dilestradeg armeoù Julius Caesar nemet e 55 kent JK e kreisteiz an enez. Eus an tremened brezhon ne chom netra avat, ha pinvidik eo istor roman ha viking kêr, ma teu touristed a-leizh d'he gwelout. Ur skol-veur zo enni.
[kemmañ] Iskis
Brudet eo da vezañ kêr Europa ar muiañ hentet gant an tasmantoù, mojenn ijinet, eme tud zo, da sachañ touristed.