Notitia Dignitatum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pajenn eus un eilenn eus an Notitia Dignitatum savet er Grennamzer, hag a ziskouez skoedoù ar Magister Militum Praesentalis II, Ur renabl roman eus ar c'hargoù ofisiel en arme hag er velestradurezh.

An Notitia Dignitatum zo un dastumad eus ar c'hargoù ofisiel en Impalaeriezh roman, en he div lodenn, en arme koulz hag er gevredigezh, savet gant un den dizanv er Vvet kantved. Hennezh eo ar skrid a zo diazez an anaoudegezh eus an arme roman war-dro dibenn an Impalaeriezh roman.

Unan eus an nebeudig dielloù a chom diwar-lerc'h ar gouarnamant roman eo. Deskrivañ a ra penaos e oa aozet melestradurezh an impalaeriezhioù roman, hini ar c'hornôg evel hini ar reter, ha reiñ a ra ur roll eus miliadoù ofisoù, eus lez an impalaer betek live ar proviñsoù. Peurliesañ e soñjer e klot gant ar pezh a oa er bloavezhioù 420 evit Impalaeriezh roman ar C'hornôg, hag evit Impalaeriezh roman ar Reter er bloavezhioù 400. Koulskoude ne c'haller reiñ deiziad asur ebet, meur a gudenn a sav, ha mankoù zo.

Un nebeud eilennoù eus ar XVvet hag eus ar XVIvet kantved zo (mui un eilenn skeudennaouet eus 1542). Dont a ra holl an eilennoù anavezet eus an diell-mañ a oa savet e diwezh an Impalaeriezh roman, en un doare eeun pe dieeun, eus ur c'hodex (Codex Spirensis) a oa e levraoueg kuzul-chalonied Iliz-veur Speyer e 1542 met kollet e oa kent 1672 ha n'eo ket bet adkavet. El levr-se e kaved un dastummad dielloù prizius (an Notitia a oa an hini diwezhañ ha brasañ anezhe, ha goleiñ a rae 164 pajenn) a oa unan en o zouez eus an IXvet kantved. An ardamezioù a skeudennaou dornskrid an Notitiae a vefe eilennoù eus re ar C'hodex Spirensis kollet. An eilenn bouezusañ eus ar C'hodex a oa savet evit Pietro Donato (1436), ha skeudennaouet gant Peronet Lamy.

Evit pep hanterenn eus an impalaeriezh e tibun an Notitia holl an 'uhelgargoù' (da lâret eo ofisoù) alies gant al lec'h ma oa ha memes o officium resis (an implijidi war-bouez ar re izelañ). Aozet int dre :

  • Kargidi eus al lez (en o zouez an uhelgargidi uhelañ evel ar brefeded praetorian).
  • Vikelioù ha gouarnerien ar proviñsoù, rannet dre prefetioù praetorian hag eskoptioù.
  • Kommandanted an arme (magistri militum, comites rei militaris ha duces), gant o zitloù klok hag al lec'h m'edo o rejimantoù.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Westermann Großer Atlas zur Weltgeschichte gant kalz kartennoù resis
  • Pauly-Wissowa (levr hollouiziegezh alamanek diwar-benn an Henamzer klasel) a bourchas pennadoù ha levrlennadur diwar-ben hogos holl c'herioù pe anvioù a vefe dedennet unan bennak gantañ
  • Notitia dignitatum: accedunt Notitia urbis Constantinopolitanae et Laterculi provinciarum, edidit Otto Seeck, Berolini: Weidmann, 1876.
  • A.H.M. Jones, The Later Roman Empire, 284-602. A Social, Economic and Administrative Survey, The Johns Hopkins University Press, 1986, ISBN 0-8018-3285-3

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.