Kember

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
« Mammenn an Danav », e-kichen Donaueschingen, en Alamagn, ma kej ar stêrioùigoù Breg ha Brigach. En alamaneg e reer "Donauzusammenfluss" eus ar c’hember.
Kember ar stêrioù Mosel ha Roen e Koblenz.
Kember ar stêrioù Bhagirathi hag Alaknanda, da stummañ ar Ganga e Devprayag, en India. Leun a lec’hid eo ar stêr Alaknanda.

Ur c’hember, e douaroniezh, a zo ul lec’h ma kej div zourredenn, pe meur a hini, an eil gant eben. Dont a ra ar ger eus ar ger brezhonek kozh kemper.

Lec'hanvadurezh[kemmañ]

E broioù all ivez e kaver kêrioù a zo anvet diwar ur ger a dalvez kement ha "kember" : dont a ra an anv Conflans, a gaver e meur a lec'h e Bro-C'hall, eus ar ger gallek confluent ; e Kembre ez eus lec'hioù anvet cymer, ur ger kevatal da gember, met aliesoc'h eno e vez kavet ar ger aber en anvioù-lec'h zo lec'hiet en ur c'hember, evel da skouer Aberhonddu, zo e-kreiz an douaroù.


Pennad kar[kemmañ]