Cirencester

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Castle Street, Straed ar C'hastell, e kreiz kêr Cirencester

Cirencester zo ur gêr eus Gloucestershire, e Bro-Saoz, 150 km er gwalarn-kornôg da Londrez. Emañ Cirencester war glannoù ar stêr Churn, un adstêr d'an Tavoez, hag ar gêr vrasañ e Distrig Cotswold. Eno emañ ar Royal Agricultural College, ar skol labour-douar koshañ er bed saoznek, bet savet e 1840. Anavezet eo mirdi kêr (Corinium Museum) evit e zastumad roman bras. Corinium e oa anv latin ar gêr. Soñjal a reer e teu an anv eus hini pobl vrezhon ar g-Cornovii, emañ o anv ivez en hini ar stêr Churn.[1]. Meneget e oa ar gêr evit ar wezh kentañ gant Ptolemaios e 150.

Levrlennadur[kemmañ]

  • H.P.R. Finberg. "The Origin of Gloucestershire Towns" in Gloucestershire Studies, edited by H.P.R. Finberg. Leicester: University Press, 1957

Notennoù[kemmañ]

  1. Cirencester History Summary

Liammoù diavaez[kemmañ]