Brezhoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iwerzhon hag Enez Vreizh war-dro ar bloaz 500

Brezhoned eo an anv a reer e brezhoneg eus ar bobl a veze graet Britanni anezho gant Julius Caesar ha Tacitus, hag a oa o chom en Enez Vreizh, pe Preden, anvet Britannia e latin da neuze. Goude-se eo an anv a voe graet eus an dud o chom e Proviñs Britannia, da lavarout eo er c'hreisteiz d'ar stêrioù Clyde ha Forth hag a zo e Bro-Skos hiziv.

Taolenn

An anv [kemmañ]

Deuet e vefe ar ger Bretoned eus ar ger latin brito, an anv roet diwezhatoc'h d'o yezh e latin.

E kembraeg e vez graet gant ar ger kozh Brythoniaid (Brython en unander) eus ar Vrezhoned, ur bobl a emastennas neuze adalek aber ar stêr Clyde en hanternoz betek aber ar stêr Liger er c'hreisteiz. Evel-se e teuas Gweltaz eus Alt Clut da Gembre, da zeskiñ da vanati Llanilltud Fawr, hag alese da Vreizh betek Lokentaz.

Brezhon [kemmañ]

Graet e vez "Brezhon" ha Brezhoned ivez eus tud eus Breizh a-wechoù.

Pobloù Enez Vreizh [kemmañ]

Pennadoù kar [kemmañ]

Levrlennadurezh [kemmañ]

  • `The Britons`, Christopher Snyder. Blackwell 2003

Notennoù [kemmañ]