Armenia Inferior

Eus Wikipedia
Armenia Inferior e glas; Armenia Superior e ruz.

Armenia Inferior (a anver ivez Armenia Minor) a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh Roman. Dindan Gnaeus Domitius Corbulo e voe ar Romaned o'n em gannañ eno, ha trec'h e voent e 58 ha 63. Dont a reas da vezañ ur broviñs roman dindan an impalaer Trajan. Armenia Inferior a oa ur rann eus ur vro Armenia vrasoc'h (Armenia Major). Ar peurrest eus Armenia Major (Armenia Superior) a voe perc'hennet a-vareoù gant ar Romaned hag a-vareoù all e oa ul lodenn eus an impalaeriezhioù nes, Seleukided, Sasanided, Persia.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]