Osnabrück (distaget [ɔsnaˈbʁʏk] en alamaneg, Ossenbrügge e Plattdüütsch) zo ur gêr e Saks-Izel, en Alamagn.
Emañ ur 80 km bennak er gwalarn da z-Dortmund, 45 km er biz da v-Münster, ha war-dro 100 km er c’hornôg da Hannover. Diazezet eo en un draoñienn en hanternoz da goad Teutoburg. D’an 30 a viz Mezheven 2006 e oa poblet gant 163 357 a dud, ar pezh a rae da Osnabrück bezañ an trede kêr vrasañ e land Niedersachsen (Saks-Izel), goude Hannover ha Braunschweig.[1]
Kreskiñ a reas kêr Osnabrück e-kichen an eskopti savet eno gant Karl Veur, roue ar Franked e 780. E 804 e oa bet savet eno, gant Karl Veur, ar Gymnasium Carolinum, a vefe neuze, hervez kont, koshañ skol Alamagn ha koshañ skol Europa. A-raok ar bloavezh 803 e oa deuet kêr da vezañ sez priñs-eskob Osnabrück. En Impalaeriezh Santel Roman e oa priñselezh-eskopti Osnabrück betek 1803.
Tud brudet [kemmañ]
- ↑ Lec’hienn kêr Osnabrück
Liammoù diavaez [kemmañ]
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.
|
Kêrioù Kevre Hansa dre dachennoù |
|
| Kêrioù-penn e lizherennoù tev · Kêrioù dieub an Impalaeriezh santel roman german e lizherennoù stouet |
|
Wend ha
Pomerania |
|
|
|
Saks, Thüringen,
Brandenburg |
|
|
Bohemia, Polonia, Prusia,
Livonia, Sveden |
|
|
Roen, Westfalia,
Izelvroioù |
|
|
| Kontore pennañ |
|
|
| Eil Kontore |
|
|