Bourgogn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ster ar ger Bourgogn (Bourgogne) en deus kemmet a-hed an istor. Hiziv eo ur rannvro enni 4 departamant: Yonne (89), Côte-d'Or (21), Nièvre (58) ha Saône-et-Loire (71).

Taolenn

[kemmañ] Kemmoù

Bourgogn e Bro-C'hall hiziv
Ardamezioù Bourgogn

Bourgogn a c'hell daveiñ da

[kemmañ] Istor

Dont a ra an anv Bourgogn eus pobl ar Vurgonded a grouas Burgondia. En amzer Karl Veur hag e ziskennidi e voe ur rouantelezh a Vourgogn, hag ur rouantelezh an Div Vourgogn.

Er Grennamzer, eo ret disheñvelout kontelezh Bourgogn diouzh dugelezh Bourgogn.

Neuze enta e oa duged Bourgogn dindan ar roue gall abalamour da zugelezh Bourgogn, da Artois ha da Flandrez, ha dindan an Impalaer abalamour da kontelezh Bourgogn, Gueldre, kontelezh Hainaut, Brabant hag un toullad douaroù all.

[kemmañ] Ragistor

Eskern zo bet kavet e Solutré a ziskouez e oa poblet ar vro etre 18 000 ha 15 000.

War-dro ar VI-vet kantved a-raok ar C'hrist gant Kelted o desu lezet o roudoù (teñzor Vix).

Eno e oa kreiz ar vro o stourm ouzh Romaned Kaezar, betek seziz Alezia. Romanekaet don e voe ar vro. Savet e voe Augustodunum (Autun hiziv), a zeuas da vout ur greizenn a sevenadur galian-roman. Adalek an II-vet kantved e voe kristenaet ar vro. Er V-vet kantved e voe rivinet gant ar Varbared. War-dro 450 e voe gwelet ar Vurgonded o tiazezañ hag o sevel o rouantelezh, Burgondia.

Aloubet e voe ar vro gant ar Franked e 534, ur rouantelezh nevez savet enni (561-687), ha staget goude ouzh Aostrazia ha Neustria gant Pippin Herstal.

Gant feuremglev Verdun, e 843, e voe rannet Impalaeriezh ar C'hornôg entre tri mab Loeiz an Deol, ha merket an harzoù etre Dugelezh Bourgogn, roet da Karl Voal, ha Kontelezh Bourgogn, pe Franche-Comté, e-dalc'h Lotar , a chomo en Impalaeriezh Santel betek ar XVIIvet kantved.


[kemmañ] Politikerezh

[kemmañ] Douaroniezh


[kemmañ] Kehentiñ

[kemmañ] Armerzh

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs

Kloc'hdi abati Cluny

[kemmañ] Sevenadur

[kemmañ] Skiantoù


[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all