Feur-emglev Verdun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Impalaeriezh ar Garolingidi goude Emglev Verdun e 843.

Feur-emglev Verdun a oa bet sinet e 843 gant tri mab an impalaer Loeiz an Deol, mab da Garl Veur. Dre un emglev e asantas an tri breur e vije rannet Impalaeriezh ar C'hornôg etre teir rouantelezh, unan da bep hini anezhe. Echuiñ a reas ar brezel diabarzh a rae he reuz etre ar Garolingidi abaoe tri bloaz.

Kenarroud istorel[kemmañ]

Ar c'hiz heuliet gant ar Franked a oa lodenniñ an tiriad dalc'het gant ur aotroù etre e holl vibien goude e varv. Kontrol e oa d'an hengoun roman ma ne veze ket rannet an impalaeriezh. Loeiz Deol en devoa klasket kavout un hent etre da viret unvaniezh e impalaeriezh. Kurunet e oa e vab henañ, Lotar, kenimpalaer gant ar pab Paskal I d'ar 5 a viz Ebrel 823 Disklêriet e oa bet ivez an Ordinatio Imperii a rae anezhañ hêr nemetañ an impalaer. E vreudeur a reseve ul lodenn eus an impalaeriezh met ret e oa dezhe sujañ dezhañ. Adlodennet e voe an impalaeriezh goude ganedigezh ur pevare mab (Karl) hag ar stourmoù etre an impalaer hag e vibien.

Pa varvas Loeiz Deol e 840, e vab henañ, Lotar Iañ, a c'houlennas bezañ anavet aotroù war rouantelezhioù e vreudeur hag harpañ a reas goulenn e niz Pepin II da vezañ roue Akitania. Goude ma voa faezhet e arme gant e vreudeur Loeiz ar German ha Karl voal en emgann Fontenay e 841 ha ma oa skoulmet o c'hevredad gant Leoù Strasbourg e 842, Lotar a asantas klask un emglev e-lec'h derc'hel da vrezeliñ ha sinet e voe Feur-emglev Verdun.

Ar ranniñ[kemmañ]


Un heuliad[kemmañ]

Frankia greiz a yeas buan da netra met Reter Frankia da lavaret eo Germania a zeuas da vezañ Alamagn war-lerc'h ha Kornôg Frankia a zeuas da vezañ Bro-C'hall.