Loeiz Germania
Loeiz II, pe Loeiz Germania, pe Loeiz Bavaria, (war-dro 806-† 876), a oa mab da Loeiz an Deol, impalaer ar C'hornôg, ha da Irmingard Hespengau.
Taolenn |
E vuhez [kemmañ]
E miz Gouhere 817, hag eñ bugel c'hoazh, e voe roet dezhañ dugelezh Bavaria gant e dad, pa voe graet kentañ rannidigezh an impalaeriezh hag embannet an Ordinatio Imperii.
E 827, e timezas da Emma Bavaria, a oa c'hoar da Judit Bavaria, eil pried e dad. Pa varvas Loeiz an Deol en 840 e reas emglev gant e vreur Karl Voal, hag an daou da enebiñ ouzh o breur henañ Lotar Iañ a felle dezhañ bezañ mestr an impalaeriezh e-unan.
Gant Feuremglev Verdun, en 843, e voe lakaet fin d'o emsavadenn. Gant Loeiz ez eas Frankia ar Reter, anvet ivez rouantelezh Germania, ma renas betek e varv d'an 28 a viz Eost 876.
Tierniezh [kemmañ]
Voir aussi Carolingiens
┌─ Karl Veur (747-† 814), roue ar Franked (768), roi des Lombards (774), Impalaer ar C'hornôg (800). principal souverain de la dynastie carolingienne. ┌─ Loeiz an Deol (778-† 840), roi d'Aquitaine (781-814), empereur d'Occident (814-840). │ └─ Hildegard Vintzgau (v.757-† 783). │ Loeiz II Germania │ │ ┌─ X └─ Irmingard Hespengau (780-† 818). Merc'h da Ingramm pe Robert Cancor , kont Hespengau. └─ X
Loeiz II Germania dimezet en 827 da Emma Bavaria (cf. Welf) │ ├─Hildegarde (?-† 856). ├─Karloman Bavaria (830-† 882), roue Bavaria (876-882). │ ép. X │ ├─Ermengarde (?-† 886), abbesse de Chiemsee. ├─Gisèle (?-?). ├─Loeiz III Germania (835-† 882), roue Germania (876-882). │ dimezet da Liutgarde de Saxe (cf. Liudolfides) │ ├─ Berthe, abadez Felix et Régula e Zurich. │ └─Karl III (839-† 888), impalaer ar C'hornôg (881-887), roi de France (885-887). 1) dimezet da Richardis 2) dimezet da X
Pennad kar [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (fr) Bodadeg Strasbourg, d'ar 14 a viz C'hwevrer 842 Ar skrid.