Irmingard Hespengau

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Irmingard Hespengau (hervez hec'h anv alamanek) , pe Ermengarde de Hesbaye (hervez hec'h anv gallekaet), pe Irmengarde, (war-dro 778 – 818) a oa merc'h d'ar c'hont frank Ingram, kont Hespengau (war-dro Liège), a oa un niz da Rotruda Trier, gwreg Karl Martel, ha da Hedwig Bavaria. Dimeziñ a reas da Loeiz an Deol a oa roue Akitania, roue Italia, roue ar Franked, hag Impalaer santel.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa Irmingard Hespengau war-dro 778 e douaroù he zad, Ingram. War-dro 794 e timezas da vab Karl Veur, Loeiz an Deol. Dezhañ e roas c'hwec'h bugel :

Impalaerez e teuas da vout, war un dro gant he fried, da varv Karl e 814.


Bernardo, roue Italia ha niz da Loeiz, fiziañs gantañ e-barzh lealded ar vrezelourien frank kaset dezhañ gant an impalaerez, a voe prizoniet gante, kaset da Aachen ha kondaonet d'ar marv e 818, dre ma oa o klask aozañ un emsavadeg. Kurunennet e voe Loeiz hag Irmingard e Reims gant ar pab Stefan IV e miz Eost eus ar bloaz 814.

Levezon bras he devoa war he fried, hag evit kadarnaat galloud he bugale e klaskas argas tud all an tiegezh impalaerel. War hec'h alioù e voe kaset bastarded Karl Veur (Drogon, Hugo ha Tierry) da vanatioù.

Mervel a reas d'an 3 a viz Here 818 en Anje, goude bet oc'h ober un dro ensellout er rouantelezh gant he fried. Un nebeud bloavezhioù goude ec'h addimezas Loeiz da Judit Bavaria.

Pennadoù kar[kemmañ]