Frank
Eus Wikipedia
Daou c'her brezhonek zo, Frank ha frank. Liammet ez int gant ar frankiz, a-dost pe a-bell, o-daou.
1 An anv-kadarn Frank, Franked, hini ur bobl germanek a aloubas Galia, hag a savas meur a rouantelezh enni da gentañ, hag un impalaeriezh goude e kreiz Europa an IXvet kantved.
2 An anv-familh hag ar raganv Frank, hemañ a orin alamanek ha kavet stank a-walc'h er broioù saoznek hag aet da vezañ roet muioc'h-muiañ er re-all. Sellet ouzh Anne Frank, Bernard Frank (1929-2006), Frank Herbert, Frank Lloyd Wright, Frank Sinatra, Frank Zappa.
3 An anv-gwan frank, en deus meur a adster, implijet e meur a droienn.
- frank a denn d'ar Franked pe d'ur Frank;
- frank zo bras, ledan : frank eo an ti'
- frank a zo un anv-gwan a glot gant an anv-kadarn frankiz, hag a dalv kement ha distag, diere, diliamm, dishual, diac'hub,
-
- ur vicher frank a zo ur vicher a c'hell bezañ sevenet hep bezañ dindan urzhioù un den all (hervez Ofis ar Brezhoneg)
- evel en ur poellad frank, pe meziant frank, a zo frankiz d'e implijout pe d'e gemmañ
- ur porzh frank, koulz hag un takad frank, a zo lec'hioù ma ne vez ket taosoù da baeañ d'ober kenwerzh
-