Wikipedia:Disheñvelout

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
WP-TranslationProject TwoFlags.svg
Info icon 001.svg O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.


Boutin a-walc'h eo e vije pennadoù eus wikipedia gant titloù heñvelstumm, daoust dezho bezañ gouestlet da tud pe danvezioù disheñvel. Da skouer, Merc'her a zo anv an doue roman Merc'her, ar blanedenn Merc'her hag an deiz Merc'her. A ziwar se ez eus ur gudenn etre heñvelstummoù, pe kudenn disheñvelout. Evit dirouestlañ seurt kudennoù eo bet savet ar bajenn-mañ.

Kudennoù etre heñvelstummoù[kemmañ]

Kudennoù etre heñvelstummoù a vez dirouestlet dre krouiñ ur bajenn disheñvelout :

hag ur pennad dre dañvez, o lakaat un elfenn spisaat pe disheñvelaat etre kromelloù, evit ma vije dibar pep pennad :

Pajenn disheñvelout[kemmañ]

Krouidigezh[kemmañ]

Ur bajenn disheñvelouta zo ur bajenn evel ar re all: krouet e vez evel n'eus forzh peseurt pennad all.

Diwallit ma cheñchoc'h ur pennad dre ur bajenn disheñvelout, neuze eo ret reizhañ al liammoù a za war-zu ar bajenn disheñvelout ! Bezit war evezh da geñver ar reolennoù evit henvel ar bajennoù disheñvelout.

Framm[kemmañ]

Setu framm ur bajenn disheñvelout :

  • Da gentañ penn eo ret lakaat e krec'h ar bajenn ar patrom disheñvelout : {{disheñvelout}}
  • Goude-se e teu listenn ar pennadoù heñvelstumm. Lakaat titl ar pennadoù heñvelstumm e druz a sikour al lenner da gavour buan ar pezh emañ o klask. Un displegadenn berr a sikour d'ober buan d'ober an diforc'h etre pep pennad ha dibab an hini emeur o klask.
  • N'eus ket ezhomm lakaat rummadoù dre ma vez lakaet war eeun ar rummad "heñvelstummoù" gant ar patrom.
  • Hag a benn ar fin e c'heller lakaat liammoù etrewiki.

Pajenn disheñvelout evel ma vez lennet

Merc'her a c'hall bezañ :

Pajenn disheñvelout evel ma vez skrivet

{{disheñvelout}}
'''Merc'her''' a c'hall bezañ :

*Ur blanedenn : s.o. [[Merc'her (planedenn)]]
*Un deiz er sizhun : s.o. [[Merc'her (deiz)]]
*Un doue roman : s.o. [[Merc'her (doue)]]

Reolennoù henvel[kemmañ]

Evit reiñ un anv d'ar bajenn disheñvelout ez eus 2 darvoud :

  1. Ma vez sujedoù disheñvel gant ar memes pouez hag ar memes anv e lakaer neuze an anv-se evel pajenn disheñvelout. Skouer : Meurzh. Dre-se ez eo Meurzh ar bajenn disheñvelout.
  2. Ma 'z eus ur sujed a gemer muioc'h a blas eget ar re all. Da skouer : Brest. En darvoud-mañ e vez lakaet ar patrom e pennkentañ ar pennad hag anvet eo Brest (disheñvelout) ar bajenn disheñvelout. Dre an doare-se e vez lakaet ul liamm eus ar bajenn Brest betek ar bajenn disheñvoult evit sikour an dud a glaskfe kentoc'h ar pennad Brest-Litovsk da skouer.

A-wechoù e c'hell bezañ diaes gouzout ma vez ur sujed a gemmer ur plas brasoc'h eget ar re all. Un nebeut elfennoù evit sikour :

  1. Dre studial ar pajennoù liammet d'ar pennad (klikañ war "Pajennoù liammet" a gleiz d'ar bajenn er Boest ostilhoù) e c'heller kavout titouroù a dalvoudegezh.
  2. Dibab talvoudegzh orin ar gêr, evel Logodenn ha Logodenn (loen)