Logodenn
-
Gant ar ger "Logodenn" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Logodenn (disheñvelout).
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Logodenn voutin
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Rodentia | ||||
| Kerentiad : | Muridae | ||||
| Genad : | Mus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mus musculus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Al logod a zo bronneged krigner renket er genad Mus. Logod a zo un anv-stroll ha logodenn an anv unan. Mesket e vezont gant ar razhed a wechoù.
Hollegezhioù [kemmañ]
Anavezet eo mat-tre al logod a gaver en tiez, ar Mus musculus. Bevañ a ra e kazi an holl vroioù. Implijet e vezont e bevoniezh evel patrom organegoù ar bronneged. Ul loen-ti desavet gant tud'zo eo ivez. Er Stadoù-Unanet e kaver logod treidgwenn (Peromyscus leucopus) ha logod-yourc'h (Peromyscus maniculatus) a c'hell ober o annez en tiez ivez. Ar spesadoù-se a zo termenet evel kengouvidi an Den.
Droukveskaj [kemmañ]
Alies e vez graet logod eus krignerien bihan all ha n'int ket eus ar genad Mus (muenned, morzigelled...). Un droukveskaj a c'hell bezañ graet ivez gant loened bihan ha n'int ket krignerien memes, evel an tunig, ar minelled pe ar minoc'hed.
Yezh [kemmañ]
- Ur ger karantezus eo logodenn hag a vez lavaret d'ar vugale: Ma logodenn(ig)!