Frank Miller
Frank Miller (27 a viz Even 1957 en Olney, Maryland,Stadoù-Unanet) a zo un treser hag ur senaroour amerikan. Ul lodenn eus ar c'homics savet gantañ a zo bet lakaet da film.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Frank Miller a gasas e yaouankiz e Montpelier, er Vermont. Pa gogas da dresañ e teuas a-benn da lakaat embann e oberennoù gant embannerien vrudet evel Gold Key, DC Comics pe Marvel Comics. Merzet e voe de vat pa lakaas embann un istor e div lodenn e-barzh Spectacular Spider-Man. Neuze e voe lakaet da dresour Daredevil, ha goude-se e voe e karg eus ar senario ivez. Al lennerien koulz hag ar vurutellerien a voe plijet-bras gant e labour. Gantañ e voe krouet tudenn Elektra hag ul lodenn eus an elfennoù a grouas a gaver en-dro er film Daredevil (2003). Miller a savas 42 pennad eus Daredevil, hag ouzhpenn kemmañ an dudenn-se e lakaas holl ved ar c'homics da cheñch. E 1986 e labouras ivez war Elektra: Assassin gant Bill Sienkiewicz. Peurliesañ e vez lavaret e voe e barr e arz pa skrivas senario ar c'helc'hiad anvet Born Again(tresadennoù gant David Mazzucchelli) hag voe embannet e 1985.
Hiziv an deiz ez eo brudet dreist-holl a-drugarez d'e labour war Batman: The Dark Knight Returns hag an heuliad anvet Batman: The Dark Knight Strikes Again (DK2). Ennañ e kont istor Batman deuet da vezañ feulst, en un endro ken feulst all. Pellaet eo Miller diouzh skeudenn voutin ar gourharoz a zegas ar justis.
Ouzhpenn labourat war dudennoù brudetañ an tiez-embann comics en deus Miller krouet meur a zudenn evel Ronin, Martha Washington, Big Guy And Rusty The Boy Robot, Hard Boiled, Sin City ha 300 .
Frank Miller en deus skrivet senariooù evit ar sinema : Robocop 2 ha Robocop 3. Asambles gant Robert Rodríguez en deus graet war-dro film Sin City e 2005.
E 2005 e reas war-dro an heuliad anvet All-Star Batman and Robin The Boy Wonder, embannet gant All-Star (ur skour eus DC Comics eo), treset gant Jim Lee.
E 2007 e stagas gant ar film The Spirit, diazezet war an dudenn krouet gant Will Eisner. Dont a reas ar film er-maez e dibenn 2008 e Frañs.
[kemmañ] Arz Frank Miller
Peurliesañ e lavarer e voe Daredevil Frank Miller evel ur c'hammed bras e bed ar c'homics, dreist-holl a-drugarez d'ar senario : nevesaet e voe ar c'homic-se dre ouzhpennañ tudennoù nevez, ha dre chom a-sav gant an istor karantez etre Daredevil ha The Black Widow hag a oa bet danvez pennañ istorioù Daredevil er bloavezhioù 1970. Ouzhpenn da se e voe pouezus ivez doare tresañ Miller : buan e pellaas diouzh doare tresañ hengounel : finoc'h e voe e zoare da dresañ, ha kemmoù a zegasas a-fet aozañ ar pajennoù hag a-fet diskouez fiñvoù an tudennoù. Gwelout a reer e voe levezonet bras Miller gant ar manga. Meur a elfenn eus Japan a lakaas en e istorioù : ur sektenn ninja, armoù (sai) Elektra da skouer. Levezonet e voe Miller gant Lone Wolf and Cub gant Kazuo Koike ha Goseki Kojima, ha gwelet e vez alies e heuliad Ronin evel un doare da enoriñ an heuliad japanat-se. Pa voe embannet Lone Wolf & Cub er Stadoù-Unanet e voe treset ar goloioù gant Miller. Gant Sin City e tiskouezas ivez pegen barrek e oa a-fet mestroniañ an tresañ e gwenn ha du, hag ivez al livioù pennañ : melen, glas ha ruz a voe implijet gantañ, pep liv o vezañ implijet en ul lodenn nemetken. Evit Sin City e resevas Miller pevar Will Eisner Award hag ivez priz an tresañ gwellañ/livañ gwellañ e 1993, hag ivez priz ar gwellañ tresour/senaroour.
[kemmañ] Frank Miller hag ar politikerezh
Frank Miller en deus embannet a-viskoazh e oa dedennet gant an armoù-tan, ar feulster hag ar surentez. Stank e voe al lennerien a gavas dezho e oa elefennoù gouennelour e-barzh 300, dre ma tiskouez Miller ar Bersed evel tud n'o deus tamm sevenadur ha tamm enor ebet. Ar memes evezhiadennoù a voe diwar-benn ar film.
D'an 9 a viz Meurzh 2006 ec'h embannas Frank Miller e save a-du gant politikerezh ar virourien mod nevez. Kement-se a embannas e-pad un abadenn war ar chadenn skingomz amerikan NPR (National Public Radio). An atersadenn a c'haller klevout war al lec'hienn Little Green Football [1] hag adskrivet eo bet war The Atlasphere [2].
[kemmañ] Oberennoù Frank Miller
- 300
- Aargh
- Adventures of Superboy
- Amazing Heroes
- Anything Goes
- Archer and Armstrong
- Bad Boy
- Batman and Robin, The Boy Wonder
- Batman : Black and White
- The Batman Gallery
- Batman: The Dark Knight Returns
- Batman : DK2 - The Dark Knight Strikes Again
- Batman and The Outsiders
- Complete Frank Miller Batman
- Big Guy and Rusty the Boy Robot
- Bizarre Adventures
- Bone
- Captain America
- The Cat
- Christmas With The Super-Heroes
- Comics Feature
- Comics Journal
- Daredevil :
- Daredevil : The Man Without Fear *
- Daredevil : The Marvel Comics Index
- The Daredevil Chronicles
- Daredevil Visionaries
- Dark Horse Maverick
- Dark Horse Presents
- DC Spotlight
- Death Rattle
- A Decade of Dark Horse
- Destroyer Duck
- Doctor Strange
- Elektra Lives Again
- Elektra Saga :
- Elektra Assassin : The Lost Years *
- Eternal Warrior
- Fanboy
- Fantastic Four
- Feature
- Free Speeches
- Free Comic Book Day Comic
- Frank Miller Sketchbook
- GI Joe
- Great Comic Artist File : Frank Miller, A Work in Progress
- Happy Endings
- Harbinger
- Hard Boiled
- Heavy Metal
- Hero Illustrated
- Heroes
- Heroes For Hope
- Images of Omaha
- The Incredible Hulk
- The Jack Kirby Collector
- John Carter Warlord of Mars
- Just Another Saturday Night
- Kane
- Lone Wolf and Cub
- Machine Man
- Madman
- Magnus Robot Fighter
- Martha Washington : Give Me Liberty
- Martha Washington Goes To War
- Martha Washington Saves The World
- Martha Washington Stranded in Space
- Happy Birthday Martha Washington
- Marvel Cover Collection Portfolio
- Marvel Fanfare
- Marvel Premiere
- Marvel Spotlight
- Marvel Super-Heroes
- Marvel Team Up
- Marvel Two In One
- 'Mazing Man
- Medal of Honor
- Mefisto In Onyx
- The Micronauts
- Mickey Spillane's Mike Danger
- Monkeyman and O'Brien
- Moon Knight
- Ms Tree's Thrilling Detective Adventures
- 9-11 Artists Respond
- New Teen Titans
- Next Men
- The Official Handbook of the Marvel Universe
- Orion
- Out of the Vortex
- Overstreet's Fan
- Peter Parker, The Spectacular Spider Man
- Pretty Girl Sketchbook
- Power Man and Iron Fist
- Prophet
- RAI
- Frank Miller's Robocop :
- Robocop : Delta City (senario kentañ Robocop 2 ha Robocop 3) (comics)
- Robocop vs. Terminator
- ROM
- Ronin
- San Diego Comic Con
- Satan's Six
- Savage Dragon
- The Sensational She-Hulk
- Shadowman
- Sin City : Booze, Broads and Bullets
- Sin City : A Dame To Kill For
- Sin City : Family Values
- Sin City : Hell and Back
- Sin City : Just Another Saturday Night
- Sin City: Silent Night
- Sin City : That Yellow Bastard
- Sin City: The Babe Wore Red and other stories
- Sin City : The Big Fat Kill
- Sin City : The Hard Goodbye
- Solar, Man of the Atom
- Marvel Spotlight
- Spawn
- Spawn/Batman
- The Sensational Spider-Man
- Spider-Man and Daredevil
- Complete Frank Miller Spider-Man
- Spider-Woman
- The Spirit
- Spirit Magazine Takes you to Spirit Jam
- StarSlammers
- Star Trek
- Supergirl
- The Superman Gallery
- Superman and Batman : World's Finest
- Superman : The Secret Years
- Super Star Holiday Special
- Tales to Offend
- Tomb of Dracula
- The Twilight Zone
- Unknown Soldier
- Unity
- Weird War Tales
- What if
- Whiteout
- Wizard
- Wolverine
- Wonder Woman
- X-Men
- X-O Manowar
[kemmañ] Sinema
[kemmañ] Evel senaroour
- 1990 : Robocop 2 gant Irvin Kershner
- 1993 : Robocop 3 gant Fred Dekker
- 1998 : Batman (The New Batman Adventures) (fiñvtresadennoù, 1997), diwar Dark Knight
- 2005 : Elektra gant Rob Bowman
- 2005 : Sin City gant Robert Rodriguez ha Frank Miller
- 2008 : The Spirit gant Frank Miller
- 2010 : Sin City 2 gant Robert Rodriguez ha Frank Miller
[kemmañ] Evel filmaozour
- 2005 : Sin City, kensavet gant Robert Rodriguez ha gant sikour Quentin Tarantino
- 2008 : The Spirit
- [2010]] : Sin City 2, kensavet gant Robert Rodriguez
[kemmañ] Evel produour
- 2005 : Sin City de Robert Rodriguez ha Frank Miller
- 2007 : 300 gant Zack Snyder
- 2010 : Sin City 2 gant Robert Rodriguez et Frank Miller
[kemmañ] Evel aktour
- 1989 : Curfew gant Gary Winick
- 1990 : Robocop 2 gant Irvin Kershner
- 2003 : Daredevil gant Mark Steven Johnson
- 2005 : Sin City gant Robert Rodriguez ha Frank Miller
[kemmañ] C'hoarioù video
- 1992 : RoboCop 3, diwar an tudennoù ijinet gant Frank Miller
- 1993 : RoboCop versus The Terminator, diwar an heuliad comics