Judit Bavaria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Judit Bavaria (805- 19 pe 23 a viz Ebrel 843) a oa merc'h da Welf Iañ, kont Bavaria, ha da Hedwig, priñsez sakson (780 - 826).
[kemmañ] Dimeziñ ha bugale
Eil pried an Impalaer santel Loeiz an Deol e teuas da vezañ e 819 pa zimezas dezhañ en Aachen er bloaz-se.
Mamm e oa
- da Gisela (ganet war-dro 819/822 - † war-lerc'h ar Iañ a viz Gouhere 874), a zimezas da Eberhard of Friuli
- ha da Karl Voal, a voe impalaer war-lerc'h e dad.
Abalamour d'he mab eo e voe rannet an Impalaeriezh.