Teurgn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kumun Frañs
Teurgn
Skoed
Skoed Teurgn
Rannvro Centre
Departamant Indre-et-Loire (pennlec'h)
Arondisamant Arondisamant Tours (pennlec'h)
Etrekumuniezh
Bro 'Voynet'
Kanton penn-kanton seizh kanton
Kod INSEE 37261
Kod post 37000, 37100, 37200
Maer
Amzer gefridi
Jean Germain (Strollad Sokialour Gall)
2008-2014
Gorread 34,36 km²
Hed 00° 41' 21" Reter
Led 47° 23' 37" Norzh
Uhelder bihanañ : 44 m.
brasañ : 109 m.
keitat : 118 m.
Poblañs hep kontoù doubl 135 218 ann.
(2009)
Stankter 3 935,33 ann./km²
Iliz-Veur Sant-Gasian Teurgn

Teurgn (Tours e galleg) eo anv pennlec'h departamant gall an Indre-et-Loire, ha kêrbenn proviñs kozh Touren, savet a bep tu d'ar stêr Liger. 136 500 a dud zo o chom eno.

Kêr-benn Bro-C'hall e oa en amzer ar roue Loeiz XI a Vro-C'hall.

Eno emañ sez arc'heskob "Kornôg " Bro-C'hall, ha Breizh ennañ.

Kêr-benn un tolead pinvidik a-walc'h eo Teurgn, gant parkadoù legumaj, gwez-frouezh ha gwiniegi brudet.

Emañ ar gêr en ur c'hroashent kozh-tre, Norzh-Su e roud-avel, evit treuziñ aes al Liger hag ar Cher, e adstêr kazi kenstur er Su. Dre-se e veze liammet tolead Pariz, Chartrez, Poatev ha Bourdel en ur gejañ gant dezougerezh war vag Kornôg-Reter war ar stêr vras.

Taolenn

Istor [kemmañ]

E mare ar C'halianed e veze un treizh hag ur geoded anvet Civitas Turonorum gant ar Romaned. Dont a ra an anv eus anv ar meuriad, an Turones. Aze en IVvet kantved e vevas un den illur, Marzhin, ur milour, aet da vanac'h, ha diazezer un abati bras nepell diouzh ar geoded. E penniliz an abati ez eo bet deuet pirc'hirined da azeuliñ ur sant a zo bet roet e anv da veur a gêr ha gêriadenn en Europa a-bezh. Ouzhpenn-se emañ kêr Deurgn war hent pirc'hirinded Sant-Jalm a Gompostela etre Norzh Europa ha Spagn. Er VIvet kantved e voe anvet da eskob un den-iliz illur all, Gregor Teurgn, den politikour hag istorour ar Franked (kontañ a ra penaos e renent brezelioù enep ar Vretoned.
Kêr-benn ur gontelezh eo bet Turgn, hini an Touren, teuziet e diwezh an XIIIvet kantved en domani roueel ken e kave mat er Grennamzer roueed Bro-C'hall chom alies a-walc'h e kastellioù strewet a-hed al Liger. Unan anezho, Loeiz XI a vourre chom mizioù-pad e kastell ar C'henkiz, (kastell ar Montils e La Riche e bannlev kornôg hiziv).

Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]

Iliz-Veur Sant Gasian, Teurgn
  • Iliz-Veur Saint-Gatien, en anv Gatianus, ur sant eus an IIde pe IVre kantved.

Douaroniezh [kemmañ]

Lec'hiadurezh Teurgn

War ribl Su al Liger eo bet staliet ar gêr pa'z eus un uhelgompezenn izel a-walc'h e-lec'h tornaodoù raz kavet en ur sevel gant ar stêr pe war ar riblenn Norzh. Er XIXvet kantved eo bet poblet ar ribl-mañ p'eo bet kleuziet ar "Foz" evit lakaat hent Pariz da vont eeunoc'h betek ar pont.

Emdroadur ar boblañs 1793-2009 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]

Tud [kemmañ]

Touristerezh [kemmañ]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Gevelliñ [kemmañ]

Teurgn a zo gevellet gant nav c'hêr all :

Emglevioù kenlabour zo ivez :

  • Flag of Hungary.svg Szombathely, Hongria, 80 000 annezad, abaoe 2003
  • Flag of Morocco.svg Settat, Maroko, 116 570 annezad, abaoe 2002
  • Flag of Morocco.svg Marrakech (Maroko, 1,6 milion annezad, abaoe 2003.

Liammoù diavaez [kemmañ]

Dave ha notennoù [kemmañ]