Gatianus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gatianus, pe Gatian, pe Gasian hervez brezhonekadurioù zo, (251-304) a oa kentañ eskob Teurgn, war-dro dibenn an IIIde kantved ha deroù ar IVvet kantved.

Istor[kemmañ]

Hervez an istorourien gristen e voe kaset, gant ar pab Fabian, eus Roma da C'halia, e-kerzh konsulvezh an impalaer Decius ha Vettus Gratus, e 250 CE, gant c'hwec'h eskob all, da avielañ ar vro.

E Lyon avat e oa kristenien dija , hag Irenaeus a oa bet an eskob kentañ.

E vuhez[kemmañ]

Ne ouzer tost netra diwar e benn, nemet e ranke kuzhat da lavarout an oferenn. Mervel a reas sioul goude 50 vloaz en e garg eskob, a lavarer. Koulskoude n'en dije bevet nemet 53 bloaz.

Goude e varv[kemmañ]

Abaoe 1357 emañ iliz-veur Teurgn en e anv. A-raok e oa en anv Maurice d'Agaune.

Sant Martin a deue alies, a-hervez, da bediñ war e vez.

Gouel[kemmañ]

Lidet e vez d'an 18 a viz Kerzu.