Abati

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Abati Koadmalouen, e Kerbêr, e Kerne-Uhel.

Un abati[1] (eus ar ger latin abbatia, savet diwar ar ger arameek abba , a dalvez « tad ») a zo ur manati katolik pe ur gouent renet gant un abad (pe un abadez), a zo neuze tad (pe mamm) speredel ar gumuniezh menec'h (pe leanezed).

Peurvuiañ e reer kouent eus un abati leaned ha leanezed pa ne vez ket graet an anv abad pe abadez eus ar rener.

Kalz koshoc'h eo ar stad a vanac'h (pe ar vanac'hegezh) eget an abatioù. N'emañ ket ar ger abati e reolenn Benead Norcia, pa ne ra anv nemet eus manati. Kentañ gwel eus ar ger skrivet a zo en XIvet kantved. Cluny an hini zo kaoz d'ar c'hemm anv, hag a lavar penaos e ranker aozañ un abati: katolik hepken eo ar meizad a abati. Goude-se, evit lakaat ur manati da vout un abati e vo reolennoù disheénvel hervez an urzhioù relijiel.

Notennoù[kemmañ]

  1. Gourel e Geriadur Hemon-Huon, gwregel e Geriadur an Here.

Gwelet ivez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.