Geriadur Hemon-Huon
Geriadur Hemon-Huon pe Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon hervez a zo skrivet dik war ar golo, eo an anv roet d'ur geriadur divyezhek embannet gant Al Liamm abaoe 1997. Savet eo diwar labourioù Roparz Hemon ha Ronan Huon.
A-raok-se e oa eus an Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon embannet pe e div lodenn da gentañ, pe en ul levr hepken.
En doare a-vremañ eo dreist-holl al lodenn galleg-brezhoneg a zo bet adveret kalz.
[kemmañ] Istor
Gant Gwalarn e veze embannet daou c'heriadur divyezhek, unan brezhonek-gallek hag uan all gallek-brezhonek, savet gant Roparz Hemon penn-da-benn. Adembannet e voent goude an eil brezel-bed gant Al Liamm. D'ur mare e oa tri levr: an hini brezhonek-gallek hag an hini gallek-brezhonek, hag unan all a vode an div levrenn.
[kemmañ] Bremañ
Abaoe 1997 n'eus nemet ul levr ken.