Geriadurouriezh ar brezhoneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Taolenn

[kemmañ] Geriadur ha geriaoueg

Meur a c'heriadur brezhoneg-galleg pe galleg-brezhoneg a zo nesoc'h e stumm da hini ur geriaoueg pa n'eo nemet lakaat en ur roll alfabetek daou ger noazh tal-ouzh-tal mui meneg o reizhoù a-wechoù. Implijet e vez gerva ha geriadurig evit ar seurt daspunadurioù gerioù ivez. Koulskoude e c'heller renkañ evel geriadurioù ar re a zegas un nebeud resisadurioù : ar reizh ha furm pennañ ar pennger (anv, anv-gwan, verb, etc...). Rouesoc'h e kaver geriadurioù brezhonek gant skouerioù ha troiennoù.

[kemmañ] Ar geriadurioù hollvrezhonek

  • Roparz Hemon, Geriadur broadel, liesskrivet, chomet diechu, eus al lizherenn L betek T. Hemañ eo bet an taol-esae kentañ da sevel ur geriadur unyezhek. Gant an oberenn-mañ ez eus bet kroget da ziazezañ ar reolennoù geriaduriñ ret evit sevel an oberenn dispac'hel-se evit ur yezh. Servij a ray ar reolennoù da skipailh ti-embann An Here diwezhatoc'h, er bloavezhioù 1990.
  • Geriadur brezhoneg, An Here, 1995. 10 000 pennger gant skouerioù ha troiennoù. Skeudennet gant Jean-Yves André. Hemañ eo ar geriadur unyezhek kentañ bet moullet en hor yezh. Un oberenn istorel eo a laka ar Vretoned da vezañ gouest, evit ar wech kentañ, da zisplegañ o yezh dre an diabarzh hep bezañ rediet da dremen dre hanterouriezh ur yezh all. Un oberenn stroll eo an oberenn-mañ bet savet gant tud a-vicher, ha gant reolennoù micher ar geriaduriñ, evit ar wech kentañ.
  • Geriadur Brezhoneg an Here, An Here, 2001. 20 000 pennger zo e-barzh, gant skouerioù ha troiennoù. Daougementet eo niver ar pennadoù en adembannadur eta, hep skeudennoù geriadur 1995 avat, abalamour d'ar c'houst.
  • Alan Heussaf, Geriaoueg Sant-Ivi (Kernev-Izel), Lesneven, Hor Yezh, 1996. Brezhoneg rannyezh Sant-Ivi e Kerne-Izel.

[kemmañ] Ar geriadurioù divyezhek diazezet war ar galleg

[kemmañ] XVvet-XVIIIvet kantved

  • Ar c’hentañ geriadur brezhonek eo ar Catholicon savet gant Jehan Lagadeuc e 1464 ha moulet e 1499. Ar c’hentañ geriadur galleg eo ivez. Ennañ e kaver gerioù brezhoneg gant o zroidigezh e galleg hag e latin. Graet e oa evit ar gloer.
  • Le Sacré Collège de Iesvs (1659), ennañ ur geriadur savet gant an Tad Juluan Maner, ur Breizhuhelad.
  • Dictionnaire breton-françois du diocèse de Vannes (1723) gant Pierre de Châlons (ur Gall e oa). Un Dictionnaire françois-breton du diocèze de Vannes a zo diwar e zorn ivez, met diembann eo.
  • Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton (1732) gant an Tad Gregor Rostren. Ul levezon vras en deus bet al labour-se war heuliad ar c’heriadurouriezh vrezhonek.
  • Dictionnaire françois-breton ou françois-celtique du dialecte de Vannes (1746) gant Cillard de Kerampoul.
  • Dictionnaire de la langue bretonne gant Dom Loeiz ar Pelleter (1752), ur Gall, eñ ivez.

[kemmañ] XIXvet kantved

  • Yann-Frañsez ar Gonideg a savas meur a labour, en o zouez geriadurioù (e 1821, 1847, 1850). Bras eo bet e levezon. Gant e c’heriadurioù eo bet diazezet doare-skrivañ ar brezhoneg (daoust ma’z eus bet kalz a adkempennadurioù abaoe), ha gantañ ivez eo deuet an doug da binvidikaat ha da c’hlanaat ar yezh (daoust ma oa dija gant an tad Gregor ha gant ar Pelleter muioc’h c’hoazh), n’eo ket kement-se dre ijinañ gerioù met dre lakaat war-wel gerioù rannyezhel anavezet nebeut.

Gant Amable-Emmanuel Troude hag e genlabourer Gabriel Milin eo bet kendalc'het oberenn Ar Gonideg, un oberenn diazezet ivez war rannyezh Leon a veze komzet tro-dro dezho e Brest, met graet o deus enklaskoù rekis war ar furmoù hag ar gerioù all a veze kavet e lec'hioù all.

  • Dictionnaire français et celto-breton, Brest : Vve J.-B. Lefournier, 1842, XXV-594 p.
  • Nouveau dictionnaire pratique français-breton, du dialecte de Léon avec les acceptations diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles et la prononciation quand elle peut paraître douteuse, Brest : Lefournier, 1869, XXXII-940 p.
  • Nouveau dictionnaire pratique breton-français, du dialecte de Léon avec les acceptations diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles et la prononciation quand elle peut paraître douteuse, Brest : Lefournier, 1876, XXIV-823 p.

Notenn : n'eo ket acceptations, met acceptions a vez implijet e galleg evit an doareoù gerioù. Ur fazi graet gant al lizherenner?

[kemmañ] XXvet kantved

  • Émile Ernault en deus savet meur a labour geriadurouriezh, en o zouez Geriadurik brezonek-gallek (1938).
  • Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée (1931), gant skoazell René Le Roux (Meven Mordiern) hag Émile Ernault. Diazezet eo ivez al labour war ur rouedad titourerien. Ur pezh mell labour eo, pinvidik-meurbet. Klasket en deus tizhout daou bal : renabliñ holl binvidigezhioù ar brezhoneg (ur bern troiennoù ha stummoù lec'hel) ha kaout respont da ezhommoù e amzer en ur ginnig gerioù nevez.
  • Roparz Hemon, Dictionnaire breton-français ha Dictionnaire français breton , Al Liamm. Meur a embannadur a zo bet graet gant an ti-embann Al Liamm hag e rener Ronan Huon. Kresket int bet war-dro 1980 gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh dindan an titl Nouveau dictionnaire breton-français ha Nouveau dictionnaire français-breton. E 2002 ec'h embannas asambles Al Liamm hag an Here an Dictionnaire Breton/Français-Français-breton An Here-Al Liamm (ISBN 2-86843-237-9) gant anvioù oberour Roparz Hemon ha Ronan Huon. Ur pouez bras o deus bet ar geriadurioù-se evit diorroadur ar brezhoneg en e stumm peurunvan pa z'int bet gwerzhet a-dekmiliadoù d'an deraouidi e-pad hanter-kant vloaz. Ar si zo enno eo an diouer a skouerioù ha bezañ chomet alies hep merkañ an araogenn ret evit displegañ ar verboù. Geriadurioù diazez ar yezh klasel eo geriadurioù Hemon.
  • Dictionnaire breton breton-français/français-breton, Garnier, 1986. Embannet dindan renerezh Per-Jakez Helias hag Emgleo Breiz gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh. Skrivet e brezhoneg ha diazezet war bennaennoù Emgleo Breiz : brezhoneg gant nebeut a nevezc'herioù ha gant meur a berifrazenn ma vez tro. Ne gav ket da Per-Jakez Helias en e rakskrid ez eus geriadurioù e gwerzh en e vare padal e veneg "geriaouegi" (re Hemon ha Seite moarvat) re dreut ar geusteurenn enno. Ha gwir eo e oa diouer bras eus geriadurioù gant troioù-lavar. Dre vras ec'h adkemer ar geriadur-mañ geriadur bihan Roparz Hemon, klokaet gant troioù-lavar Jul Gros. Ne gaver ket ennañ nemeur geriaoueg ar vuhez a-vremañ. Savet eo en doare-skrivañ skolveurieg. Adembannet eo bet e 2009 gant Emgleo Breiz gant un titl all (Ar Geriadur), ha gant un anv aozer all, hini Andreo ar Merser.
  • René Le Gléau Dictionnaire classique français-breton, 10 levrenn, etre 1983 ha 1994, 4 064 pajenn, embannet gant Al Liamm. Diazezet dreist-holl war an danvez skrivet an XIXvet kantved ha penn kentañ an XXvet. Perzh pennañ ha talvoudusañ al labour-mañ eo ar skouerioù niverus a ro, hag ivez an notennoù yezh a c'hall bezañ evit penngerioù 'zo.
  • Frañsez Favereau, Dictionnaire du breton contemporain=Geriadur brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 1992 (adtennet 3 gwech). Klokoc'h eget hini Garnier pa endalc'h nevezc'herioù koulz ha troioù-lavar poblel pennaouet en testennoù hag o selaou tud Poc'hêr. Skrivet eo ar penngerioù en doare-skrivañ etreranyezhel heuliet gant dibennoù ar peurunvan hag ar "skolveurieg". Embannet ez eus bet e 1999 un doare skañvaet ha ne zispake nemet penngerioù e peurunvan. Degasadenn vras geriadur Frañsez Favereau eo bet kinnig skouerioù tennet eus ar yezh komzet, ul live yezh a oa chomet alies er-maez eus ar geriadurioù brezhonek betek neuze (war-bouez geriadur bras Vallée). Ar si zo ennañ eo e zoare kinnig luziet (doareoù-skrivañ bodet, diouer a urzhaz er pennadoù) ha bezañ dispartiet ar skouerioù eus o zroidigezh. Klasket ez eus bet renabliñ ennañ kement troienn pe c'herienn desteniekaet, met n'eus ket bet klasket respont da holl ezhommoù ar vuhez vodern evel m'o doa klasket ober Roparz Hemon pe Frañsez Vallée.

[kemmañ] Ar geriadurioù divyezhek diazezet war yezhoù all

[kemmañ] Deskiñ brezhoneg

Goude bezañ savet ar binvioù divyezhek galleg-brezhoneg azas a rae diouer d'ar Vretoned gallekaet evit adperc'hennañ o yezh ez eus kroget emsaverien zo da vont war-du yezhoù all evit brudañ o yezh hag ar stourmoù stag outi.

Roparz Hemon eo bet an den kentañ o kompren pegen pouezus e oa d'ar Vretoned en em zigeriñ war ar bed ha pegen ret e oa mont er-maez eus tachenn ar galleg a-benn enskrivañ ar brezhoneg e-touez yezhoù all ar bed. C'hoant en doa Roparz Hemon da gomz d'ar bed a-bezh ha setu perak, daoust dezhañ bezañ kelenner saoznek e tibab labourat war dachenn an esperanteg: E 1930 e teuas er-maez gantañ ar geriadurig esperanteg-brezhoneg kentañ.

War-lerc'h an oberenn gentañ-mañ ha troc'h ar brezel e vo ret gortoz ar bloavezhioù 1960 (Arzel Even) evit adwelet oberennoù a seurt-se. Goude-se eo aet al lusk war greskiñ e-pad ar bloavezhioù 70 (Remon ar Porzh) ha 80. An difraosterien war an dachenn-mañ eo bet Remon ar Porzh hag Arzel Even, Bretoned divroet anezho o-daou. Ar soñj a oa brudañ ar brezhoneg en diavaez ha lakaat ar pobloù tostañ deomp e-tailh da zeskiñ hor yezh. Setu perak eo bet ar saozneg har ar yezhoù keltiek ar yezhoù kentañ eur en em droet daveto, dreist-holl ar c'hembraeg (evit studierien ar gevrenn geltiek e skol-veur Aberystwyth), hag an iwerzhoneg. Kendalc'het ez eus bet gant al lusk-se ha, gras da ezhommoù deuet diwar diorroidigezh ar skolioù divyezhek e-pad ar bloavezhioù 90, eo bet ledanaet da ziv yezh europat vras all, an alamaneg da gentañ hag ar spagnoleg goude.

Yezhoù all a heulio e deroù ar bloavezhioù 2000 gant ganedigezh an ti-embann nevez Yoran Embanner, da skouer, an nederlandeg hag an italianeg. An holl c'heriadurioù-se avat (war-bouez an hini spagnolek) zo bet savet evel binvioù evit estrañjourien da zeskiñ brezhoneg. N'int ket binvioù graet evit brezhonegerien da zeskiñ yezhoù all.

[kemmañ] Deskiñ gant ar brezhoneg

Roparzh Hemon en doa atizet kenlabourerien Gwalarn da sevel geriadurioù evit deskiñ war-eeun ar yezhoù keltiek all. Diazezet e vijent bet da gentañ war geriadurig R. Hemon, Ar brezhoneg eeun. Evel se e vije bet ur geriadur bihan er c'hwec'h yezh keltiek. Kroget e oa Loeiz Andouard neuze da skouer da skrivañ ur geriadur iwerzhoneg-brezhoneg a voe embannet kalz diwezhatoc'h hepken (Geriadur iwerzhoneg-brezhoneg gant lavarennoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1987).

E 1991, avat, gant Rhisiart Hincks (geriadur kembraeg) hag e 1996 gant Fulup Jakez (geriadur spagnoleg) e oa deuet ur cheñchamant war an doare da sellet ouzh ar geriadurioù divyezhek brezhoneg-yezh estren. Evit ar wech kentañ e teue ar brezhoneg da vezañ ur benveg evit deskiñ yezhoù all, rak er geriadurioù-se e vez roet an displegadurioù e brezhoneg. Klotañ a ra al lusk nevez ha yac'h-mañ gant ur c'henarroud nevez e Breizh m'emañ ar skolioù divyezhek o tiorren, ma'z eus ur bern skolidi ha kelennerien eil derez (Diwan, publik ha prevez) o deus ezhomm seurt binviji. D'ar mare-se ivez tamm-pe-damm e oa bodet skipailh geriadurourien a-vicher An Here evit sevel an eil embannadur eus ar geriadur hollvrezhonek. Ar brezhoneg zo ur yezh da zeskiñ, met ivez ur benveg azas da dapout gouiziegezh war danvezioù a bep seurt.

E 2004, diwar un emglev etre Yoran Embanner hag Ofis ar Brezhoneg e voe divizet kenderc'hel gant an hent-mañ hag e 2005 e oa deuet er-maez geriadurioù bihan evit deskiñ portugaleg ha kembraeg. Rakwelet ez eus daou c'heriadurig nevez e 2006, unan evit ar rusianeg hag egile evit ar c'hatalaneg. Abaoe ez eus bet embannet un toullad geriadurigoù all.

[kemmañ] Roll ar geriadurioù divyezhek, brezhoneg-yezh estren

[kemmañ] Yezhoù keltiek

[kemmañ] Iwerzhoneg

[kemmañ] Kembraeg

[kemmañ] Kerneveureg

[kemmañ] Yezhoù germanek

[kemmañ] Alamaneg

[kemmañ] Nederlandeg

[kemmañ] Saozneg

[kemmañ] Yezhoù romanek

[kemmañ] Italianeg

[kemmañ] Katalaneg

[kemmañ] Portugaleg

[kemmañ] Spagnoleg (kastilhaneg)

[kemmañ] Yezhoù slavek

[kemmañ] Rusianeg

[kemmañ] Yezhoù kalvezel

[kemmañ] Esperanteg

[kemmañ] Geriadurioù brezhoneg lec’hel

  • Amable-Emmanuel Troude, Nouveau dictionnaire pratique français-breton du dialecte de Léon, 1869 ha Nouveau dictionnaire pratique breton-français du dialecte de Léon, 1876. Un diskibl eo bet d’ar Gonideg ha digor eo un tamm d’ar rannyezhoù all, ha kavet e vo meur a stumm rannyezhel, met gant penngerioù disheñvel, evel a-wechieu, a-wecho, a-wechou, a-walc’h hag a-walac’h...
  • Émile Ernault : Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes 1904, klokaet eo bet gant Pierre Le Goff, Supplément au dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes 1919.
  • Émile Ernault, Supplément inédit à son dictionnaire vannetais, Skol, 2008, embannet gant Gwennole ar Menn, 2 levrenn.
  • Alan Heusaff, Geriaoueg Sant-Ivi (Kernev-Izel), Hor Yezh, 1996. E brezhoneg.
  • Per Denez, Geriadur brezhoneg Douarnenez, Dictionnaire du breton parlé à Douarnenez, Mouladurioù Hor Yezh, peder levrenn deuet er-maez 1980, 1981, 1984 ha 1985. Rannet dre zanvez, skouerioù, troidigezhioù e galleg.
  • Bernard Chapalain, Geriadur ar brezhoneg komzet, Dictionnaire du breton parlé, An Alarc'h Embannadurioù, 2010, danvez dastumet e Goueloù, Treger-Uhel ha Kernev-Uhel.

[kemmañ] Ar geriadurioù arbennik

[kemmañ] Yezh ha yezhoniezh

[kemmañ] Etimologiezh

  • Émile Ernault Dictionnaire étymologique du breton moyen, 1888, diwar-benn ar c’hrennvrezhoneg.
  • Victor Henry Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne, 1900
  • Christian-Joseph Guyonvarc’h Dictionnaire étymologique du breton ancien, moyen et moderne, 6 levrenn embannet etre 1973 ha 1975 (gerioù etre A hag amleal hepken)
  • Albert Deshayes Dictionnaire étymologique du breton, Chasse-Marée 2003, 762 bajenn. Al levr bras-mañ eo an hini nemetañ a gaver war ar marc’had. Luziet a-walc’h eo ar c’hlask e-barzh (dre c’her diazez eo renket an traoù: “diskrognal” a vo kavet dindan “grogn” da skouer), ha gwan a-walc’h an danvez hervez an arbennigourien.

[kemmañ] Tachennoù resis, termenadurezh, gerioù nevez

Er memes lec'hienn e kaver ur geriadur ar skiantoù rik dezhañ ul lodenn "galleg-brezhoneg" hag un eil "brezhoneg-galleg" a zo bet savet gant Rann ar skiantoù rik, unan eus an div lodenn eus ''Kreizenn Ar Geriaouiñ''. Troiennoù a zo dispaket evit resisañ ster darn ar penngerioù. Un astenn d'ar geriaouegoù bet embannet lerc'h ouzh lerc'h : matematik (1989, 1992, 1995), fizikkimiezh (1989, adembannet e 1994), skiantoù an natur (1989, 1991, 1995), kompoderezh (1991), an arzoù kaer (1992). Fardet e oent gant ar gevredigezh ''Kreizenn ar Geriaouiñ'' (krouet e 1985 diwar youl Diwan Breizh), a‑benn prientiñ ha pourchas an ostilhoù terminologel ha pedagogel ret evit digeriñ skolaj kentañ Diwan er bloavezh 1988 e Brest, hag ivez evit diorren an hentennoù kelennadurezh divyezhek galleg‑brezhoneg.
Savet e oa bet dek bodad labour evit plediñ gant an danvezioù skol pennañ : matematik, fizik‑kimiezh, skiantoù an natur, kompoderezh, brezhoneg, galleg, saozneg, istor‑geografiezh‑ekonomiezh, arzoù, sportoù. War ar bajenn Amañ e weler roll ar genobererien. Tennet eo an titouroù diwar al lec'hienn.

[kemmañ] A bep seurt

  • Mark Kerrain, Teurel blaz war ar yezh, Sav-Heol. Geriaoueg an troioù-lavar. Diazezet eo al levrig war an troioù-lavar gallek ha troet int e brezhoneg.

[kemmañ] Liammoù diavaez

  • [1] Kreizenn Ar Geriaouiñ (1985), krouet diwar youl Diwan
  • [2] lec’hienn gant skrid ar Catholicon
  • [3] lec’hienn gant faksimile geriadur Troude
  • [4] Geriadur.com
  • [5] geriadur internet Favereau
  • [6] geriadurioù internet Preder
  • Liamm Lexilogos gant geriadurioù brezhonek enlinenn [[7]]
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all