Karl III
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
- Diwar-benn Karl III, impalaer ar c'hornôg eo ar pennad. Ur pennad all all zo diwar-benn Charlez III, roue Frankia ar C'hornôg.
Karl III, lesanvet Karl Dev [1]; (839 -† 13 a viz Genver 888 e Neudingen), beziet e manati Reichenau en un enezenn e Lenn Konstanz. Roue e oa e Frankia ar reter eus 876 betek 887, roue Italia eus 879 betek 887, Impalaer ar C'hornôg eus 881 betek 888, ha roue Frankia ar c'hornôg hag ar Franked eus 885 betek 887.
Taolenn |
E lignez [kemmañ]
Mab e oa da Loeiz II Germania hag Emma Bavaria (war-dro 808- † 31 a viz Genver 876), a oa merc'h da Welf Iañ ha c'hoar da Judit Bavaria, eil pried Loeiz an Deol.
Tad e vije da zou vab bastard: Karloman Germania (war-dro 864-876) ha Bernez Germania (891).
E vuhez [kemmañ]
Eurediñ a reas da Richardis Swabia e 862, met bugel ebet n'o doe. Anvet e voe da impalaer ar c'hornog war-lerc'h marv e dad. Kurunennet e voe Karl ha Richardis e Roma gant ar pab Yann VIII d'an 12 a viz C'hwevrer 881. E 882, marvet e zaou vreur, Karloman Bavaria ha Loeiz III Germania, ec'h adunvanas broioù ar Franked hag an impalaeriezh.
-->
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Ijinet eo bet al lesanv "an Tev" en XIIvet kantved. Pe tev pe moan pe treut e oa, n'ouzer ket.
Lennadurezh [kemmañ]
- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-87747-208-6
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire d'Histoire universelle ISBN 978-2-04-732194-2
| En e raok: Karloman II |
Rouaned ar Franked 885 – 887 Rejañs |
War e lerc'h: Odo Iañ |
| En e raok: Karl Voal |
Impalaer ar C'hornôg 881 – 888 |
War e lerc'h: Guido III Spoleto |
