Frankia ar C'hornôg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rannidigezh Impalaeriezh ar C'hornôg, pe impalaeriezh Karl Veur, e Verdun, ha Frankia ar C'hornôg e gwer. Breizh ha ne oa ket anezhi a-raok 845 ne oa ket sujet evit kelo-se. Gwelout ar pennad Istor Breizh.
Frankia ar C'hornôg eo anv ar rouantelezh roet da Karl Voal (840-877) pa voe rannet Impalaeriezh e dad-kozh Karl Veur e 843, hervez feuremglev Verdun.
En douaroù Frankia ar C'hornôg e oa Neustria gozh, Akitania gozh ar Romaned, ha hanternoz Bourgogn. Frankia nemeti e vo, rak adal an Xvet kantved e vo graet Germania eus Frankia ar Reter, a deuio da vout an Impalaeriezh Santel Roman German.
Dont a raio Frankia ("Francia") da vout "France", pe Rouantelezh ar Franked, un anv a gaver en alamaneg pa vez lavaret Frankreich.