Aostrazia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aostrazia ha Neustria.
Aostrazia e 752.

Aostrazia a oa ur rouantelezh e reter Galia, e traoniennoù ar stêrioù Meuse ha Mosel, betek ar Roen, da vare ar rouaned frank. Reims a oa kêrbenn gentañ ar vro, a voe kaset da v-Metz da c'houde.

Brezel a veze etre rouaned Aostrazia ha re Neustria, er c'hornog.

Eus rouantelezh Aostrazia e oa ar Bepined hag ar Garolingidi.

Pa varvas Hlodwig Iañ (pe Clovis e galleg a vremañ) e 511, e voe rannet e rouantelezh etre e vibien. Echu e voe gant Aostrazia pa voe unanet gant rouantelezh Neustria e 751 dindan Pepin III .

Taolenn

[kemmañ] Rouaned Aostrazia

  • Eus 511 da 534 : Teodorig (anavezet evel Thierry Iañ e galleg) a voe roet dezhañ reter rouantelezh e dad, Aostrazia, enni Galianed romanekaet, Franked, Chated, Alamaned, en ur vro a glote gant Galia belg, hag a zo bremañ douaroù Loren, Rheinland, Elzas, Champagn, Belgia, hag ul lodenn eus an Izelvroioù. Da gentañ e voe lakaet ar gêrbenn gant Teodorig e Reims, ha goude e Mettis (Metz), a oa muioc'h er c'hreiz. Lakaat a reas uhelaat mogerioù kêr, diazezañ e lez en ur palez anavet evel « al Lez aour », war dorgenn ar Groaz Santel. [1]. Ur « maer» a oa karget d'ober war-dro ar palez hag ar pourvezioù.
    • 7 000 a dud a oa neuze, a-hervez e kêr Mettis.
Teodebert Iañ (pe Thibert e galleg). Ar brudetañ eus rouaned Aostrazia hag eus warlerc'hidi Clovis. Diskouez a ra bout dizalc'h hag ober a ra e voneiz. Kannaded a Vizantion a deu betek ennañ, a-berzh Justinian . Mervel abred a ra avat, en 547/548,
e vab Theodebald a varvas en 555, hag a lezas Aostrazia gant Klotar Iañ, mab da Klovis Iañ, a renas c'hwec(h vloaz. « Roue Soissons » a vodas an holl rouantelezhioù frank dindan ur roue hepken.
Adsavet rouantelezh Klovis gant Klotar Iañ

Sigebert Iañ, mab da Glotar Iañ, a voe roet rann reter ar rouantelezh, gant Reims da gêr-benn. Met en 566 e timezas da Brunehilde (pe Brunehaut), a oa merc'h da roue ar Wisigothed, e Mettis (Metz), e gêr-benn nevez. Kontellataet e voe gant muntrerien kaset gant Frédégonde, pried Chilperig Iañ. Neuze e voe d'e bried Brunehilde da c'houarn ar vro.

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Notennoù

  1. Hiriv e vez graet Musées de la Cour d'Or (Mirdioù al lez Aour) eus Mirdioù Metz war an dorgenn-se, mar dachenn ar plaez kozh hervez a greder.

[kemmañ] Gwelout

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all