Sebelinez
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Martes | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Martes zibellina Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar sebelinez, pe zibelin, (Martes zibellina) a zo ur c'higdebrer bihan, kar d'ar mart, hag a vev e hanternoz Azia eus menezioù Oural betek Mongolia ha Japan.
Gwechall e kaved anezhi e kornôg Rusia, e Skandinavia hag e Polonia ivez. Brudet eo evit he c'hreoñ a vez implijet evit ober kalz doareoù dilhad evel, da skouer, ar shtreimel. Meur a liv e c'hell bezañ he blevenn met an hini a brizier ar muiañ eo an hini du.
Preizherien-deiz eo ar sebelinezed. Gant o c'hwesha hag o c'hleved ez eont da hemolc'hiñ anevaled bihan. En natur e vezont gouez a-walc'h met posupl eo o doñvaat m'o c'hemerer yaouank. Da c'hoarius ha kurius ez eont neuze.
Er c'hontrol d'ar marted arall eo ar sebelinezed loened-douar dreist-holl. Hemolc'hiñ a reont tamiaed, gwiñvered, logod, evned bihan, ha pesked. Debriñ a c'hellont hugennoù ivez pa vez ral ar boued. Pa vez fall an amzer e viront boued en o douarenn.