Erminig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
| Genad : | Mustela | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Mustela erminea Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
An erminig, pe kaerell wenn, (Mustela erminea) a zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged.
Ur c'higdebrer bihan eo na ya ket da vrasoc'h eget 30 cm. Debriñ a ra konikled, krignerien, bronneged bihan, evned hag o vioù, pesked, raned hag amprevaned. Ampart eo evit pignat er gwez ha diskenn a ra diwarno e benn en a-raok evel ur gwiñver.
Barrek eo an erminig da lazhañ anevaled brasoc'h egetañ. Pa chom kig war e breizh e vir anezho en ul lec'h kuzh. Evel ar mustelideged all e lazh e breizhoù dre zantañ diaz o c'hlopenn, lec'h m'emañ rann an empenn a gontrol an anal.
E meur a rannvro e rann e annez gant ar gaerell hag he deus an hevelep doare bevañ.
Bevañ a ra an erminig e rannvroioù klouar ha yen Europa, Azia hag Amerika an norzh. Degaset e oa bet e Zeland-Nevez da stourm ouzh ar c'honikled met noazus eo deuet da vezañ peogwir e hemolc'h evned ar vro ha debriñ o vioù. Daoust ma vev e rannvroioù yen en deus ur c'horf hir na vir ket mat an tommder. E gorf hir a ro tro dezhañ da heuliañ e breizhoù en o douarenn.
Gell eo e vlevenn a ya da wenn e-pad ar goañv er rannvroioù ma vez erc'h. Penn e lost a chom du a-hed ar bloaz avat. E implijout a ra evel un touell ouzh e breizherien moarvat.
Difenn a ra e dachennad ouzh izili all e spesad, dreist-holl ar re eus an hevelep reizh. Meur a zouarenn en deus ar peurliesañ. Ne doull ket anezho, avat. Kemer a ra anezho digant e breizhoù. En diavaez eus koulz ar parañ e vev en e-unan. Gouennañ a ra ur wech ar bloaz ha d'ar c'houlz-se ec'h a ar barez gant meur a bar. Ar re-se ne gemeront tamm perzh ebet e desavadur ar re vihan. Hir-tre eo an dougen (11 mizvezh) peogwir e vez ampellaet stagadenn ar grouell er mammog.
Un aneval-noz eo an erminig met gallout a ra mont er-maez diouzh an deiz ivez. Ober a ra gant e c'hwesha evit kavout e breizhoù.
[kemmañ] Arouez hag ardamez
Er Grennamzer e veze doñvaet an erminigoù, ha profet d'ar merc'hed. Arouez Breizh eo deuet da vezañ an erminig, e adkavout a reer unnek gwech war ar Gwenn-ha-du.