Conakry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Conakry

Conakry (Kɔnakiri e maninka, Konaakri e fulfulde) eo kêr-benn Ginea. Emañ war an aod, war ribl ar Meurvor Atlantel. Kêr vrasañ Ginea eo, ha kreizenn velestradurel hag armerzhel ar vro. Kresket eo en-dro d’ar porzh, a ezporzhier drezañ aluminiom ha bananez. E 1887 en em stalias ar C’hallaoued eno hag e 1904 e rejont eus Conakry pennlec’h an drevadenn anvet neuze Ginea c'hall.

Abaoe dizalc’hidigezh ar vro e 1958 eo kresket spontus poblañs kêr, evit tizhout un daou vilion bennak a dud e 2007.