Dakar
Dakar (Ndakaaru e wolofeg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Senegal. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel, war ledenez ar C'hab Glas, hag ar gêr vras ar pellañ er c’hornôg eo war kevandir Afrika.
Ur porzh-mor a bouez eo evit ar marc’hadourezhioù ezporzhiet eus Afrika. Poblet eo Dakar gant 1 030 594 a dud (e 2005) ha war-dro 2,45 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù. Emañ Bodadenn Vroadel Senegal ha Palez Prezidant Senegal e Dakar. E-touez an traoù zo da welet c’hoazh e Dakar e c’haller menegiñ ar Voskeenn Vras (savet e 1964), enez Gorée dirak ar porzh, Mirdi Sevenadur Afrika ar C’hornôg, ar Skol-veur Cheikh Anta Diop (pe Skol-veur Dakar, savet e 1957).
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Korn-bro Dakar (enez Gorée) a voe ur greizenn a bouez evit kenwerzh ar sklaved etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved. Ur c’hontouer a voe savet eno gant Portugaliz e 1444. Etre 1588 ha 1677 e voe kêr e dalc’h, a-bep-eil, Portugaliz, Izelvroiz, Saozon pe Gallaoued. Ar re-se a chomas mestr war an dachenn a-benn ar fin. Ur c’hreñvlec’h a voe savet gant ar jeneral gall Louis Faidherbe, e 1857. Ha diwar an dra-se e kreskas Dakar, a zeuas da vezañ kêr-benn Afrika C'hall ar C'hornôg e 1902, e-lec’h Saint-Louis.
Unan eus kêrioù pennañ an Impalaeriezh trevadennel c'hall e voe Dakar en amzer-se. Ur gêr a bouez e oa evit ar c’henwerzh hag evit an arme c’hall en Afrika, betek an Eil Brezel-Bed. Kêr-benn Kevread Mali e voe Dakar e 1959 ha 1960. Ha dont a reas da vezañ kêr-benn stad dieub Senegal d’ar 4 a viz Ebrel 1960.
Tud brudet genidik eus Dakar [kemmañ]
- Ségolène Royal, politikourez c’hall.
- Patrick Vieira, c’hoarier mell-droad er c’hlub F.C. Internazionale Milano.
- Youssou N'Dour, soner
Kêrioù gevellet [kemmañ]
Bakou, Azerbaidjan
Bamako, Mali, 1974
Casablanca, Maroko
Douala, Kameroun
Marselha, Frañs, 1968
Milano, Italia
Oran, Aljeria
Niamey, Niger
Washington, USA
Liammoù diavaez [kemmañ]
- dakarville.sn – lec’hienn ofisiel (e galleg).