Oran

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Oran a zo eil kêr vrasañ Aljeria, hag unan eus ar re bouezusañ eus ar Maghreb. Lec'hiet eo e gwalarn Aljeria, 432km eus Alje, ar gêrbenn. E 2008, e oa er gumun-se 609 940 annezad, met e gwirionez, e oa tro-dro 1 000 000 a annezidi er gêr.

Geografiezh[kemmañ]

Oran a zo staliet war vord ribl su ar Mor Kreizdouarel. Oran, an Aïdour, ar porzh.

Porzh mor Oran.

Amzer[kemmañ]

En Oran ez eus un hin kreizdouarel boutin merket gant ur mare sec'hor hañvek, hag ur goañv dous.

An hin e Oran[kemmañ]

Hidrografiezh[kemmañ]

Sebkha Oran.

En Oran ez eus c'hoazh kudenn an dour, n'eus ket trawalc'h a zour eno, hag alies-tre e vez holen e-barzh. Ar mank a gelaouadurioù hag a studioù war an dour isdouarel el lenn o deus bountet «Ministrerezh an Danvez Dour» da c’hourc’hemenn e 2002 ur studi hollek war se.

Transportoù[kemmañ]

a) Lec'hel

Oran n'eus ket kalz a drañsportoù setu perak an embregerezh ETO (Entreprise du Transport Oranais) o deus gounidet kirri-boutin nevez met nemet 70% eus ar pezh o doa goulennet eo. Neuze n'eo ket trawalc'h evit ar studierien a zo enno. Mont a raio gwelloc'h ar wask-mañ pa vo staliet «tramway Oran». Normalamant echuet e 2009 met daleet eo bet betek 2014.

b) Broadel hag etrevroadel

An daou zoare treuzdougen a-bouez evit mont da Oran a zo ar c'harr-nij hag ar vag. Aerborzh Etrebroadel Ahmed Ben Bella a zo 12 km eus kreiz-kêr Oran, hag bez’ ez eus treizherien evit mont eus Oran betek Marseille, Sète, Alicante pe Almeria.

Geografiezh[kemmañ]

a) Ranngêrioù ha karterioù

Karterioù kêr Oran.

Rannet eo Oran e daouzek ranngêr anvet ivez « secteurs urbains» pe lodennoù kêr.

b) Ranngêr istorel

Ranngêr Sidi El Houari a zo kreiz istorel ar gêr. Lec'hiet eo e Norzh-Kornog Oran, e Ras El Aïn, e Murdjadjo hag e-kichen ar mor-kreizdouarel emañ. Bez eus merkoù eus kalz a sevenadurioù disheñvel: spagnolek, turkek ha gall.

c) Tolpad-kêrioù Oran

Ar metropolenn Oran a vod kalz a gomunoù: daou torbezennet d'ar gêr.


Bir el-Djir a zo diouzhtu e reter da Oran. «Arcole» a oa anvet, da goulz an drevadenn, ar gumun staliet 8 km eus kreiz-kêr Oran. Ar gêr-mañ a zo chomet troet war al labour-douar betek fin ar bloavezhioù 1980. Hiziv an deiz ez eus 118 000 a annezidi eno. Meneget 'vez saverezh ur stad olimpek gant 50 000 plas.

Un nebeud amzer goude ma voe diazezet kêr, e oa kroget Omeyyaded Kordoba hag ar Fatimided da glask tapout Oran ha bec’h etrezo. Adalek ar bloavezhioù 1000, ez eus ur gumuniezh yuzev. E 1077, e voe renet kêr gant riez an Almoravided, Youssef ibn Tachfin, e-pad 68 bloaz. E 1145, ez eo aloubet Oran gant ar strolladoù Almohoded eus Abdl al Mumin ibn Ali dija trec'h e Tlemcen,c'hoant a doa mont davet porzh Mers el-Kébir e lec'h oa ret dezho kemer ar vag evit mont da Andalousia, pa ‘n emlazhas an emir almoravidat Ibrahim Ben Tachfin hag e garedig Aziza pa gouezhjont diwar o c’hezeg eus nec'h menez Murdjajo.