Ségolène Royal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Segolene Royal Arcueil 18 septembre 2010 6.jpg

Ségolène Royal ( pe Marie-Ségolène Royal hec'h anv gwir hervez lezenn he bro) , zo ur bolitikerez c'hall eus ar Strollad Sokialour Gall (PS).

Bet eo kannadez, ha sekretourez-stad dindan ministr an deskadurezh da neuze, Claude Allègre. Distroadet eo bet Jean-Pierre Raffarin, prezidant ar rannvro Poatev-Charant, ganti.

Brud zo bet en-dro dezhi e 2006, dibabet eo bet gant izili he strollad da vont war ar renk da vezañ prezidantez Bro-C'hall e 2007.

[kemmañ] A-raok an dilennadeg

  • Sinet he deus un emglev gant Jean-Pierre Chevènement evit ma n'en em ginnigfe ket, ha prometet dezhañ
    • e sikour da gaout un nebeud sezioù kannaded evit e strolladig,
    • chom hep mont a-nep an energiezh nukleel (e-touez traoù all).

[kemmañ] Dilennadeg 2007

War-lerc'h skubet an dek kevezer all e voe dibabet an itron Royal hag an aotrou Sarkozy d'en em ginnig en eil tro.

En eil tro e voe dilennet Nicolas Sarkozy.

[kemmañ] Strollad Sokialour

En diskar-amzer 2008 ez eas Ségolène Royal war ar renk evit bezañ dilennet da sekretourez vroadel ar Strollad Sokialour Gall. Daoust ma erruas da gentañ en dro gentañ e-touez izili ar PS, e voe trec'het en eil tro gant Martine Aubry.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all