Gounezerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en douar.

Labourat an douar gant kezeg, evel ma veze graet gwechall...
... ha labourat an douar gant mekanikoù.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Dont a ra ar ger eus ar verb gounit, a vez implijet amañ en ur ster strishoc'h pa vez kaoz eus tennañ frouezh eus an douar. Kenster eo gant labour-douar, a zo diaesoc'h sevel deveradoù diwarnañ. Gwelet ivez ar pennad Istor ar gounezerezh.

[kemmañ] An dud

Gounideien ha kouerien a vez graet eus an dud a ra war-dro ar gounezerezh, met anvet e vezont labourerien-douar ivez. Statudoù a bep seurt o deus bet hag o deus bremañ. Ur roll a-bouez o deus bet en istor ar Bed abaoe m'eo bet ijinet gounezerezh e Oadvezh ar Maen nevez (pe Neolitik), seizh mil bloaz'zo d'an nebeutañ.
Ral eo bet ar mareoù hag ar gevredigezhioù o deus anavezet gounideien frank ha perc'henned war o douaroù hag o doareoù produiñ. Sklaved int bet e-leizh en Henamzer, served e derou ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg ha betek 1861 e Rusia, feurmerien int d'an aliesañ (da lavaret eo e paeont ur feurm d'un den bennak). E meur a gevredigezh kozh hag en nebeut a gevredigezhioù a-vremañ n'eo ket perc'hennet an douaroù gant an dud, met gant kumuniezh ar gêriadenn (kumunouriezh ar gounezerezh). Alies e vez(e) dasparzhet bep bloaz lodennoù an douar da vezañ labouret warno gant pep familh.

[kemmañ] An danvezioù gounezet

Plantañ riz gant an dorn, e Bangladesh.

A-viskoazh eo bet pal pennañ ar gounezerezh produiñ boued evit an dud hag o loened hag alies e vez merzet ne vije ket eus an Denelezh ma ne vije ket ar c'hounideien evit reiñ he boued dezhi. A-raok ma vije bet ijinet gounit danvezioù diwar an douar e oa bet kavet e c'helle meur a loen bezañ doñvaet evit tennañ boued diouto pe war-eeun o tebriñ anezho pe dieeun en ur dennañ o laezh pe o vioù pe o mel. Da-c'houde eo bet ijinet gounit plant evit o bouetañ e-lec'h lezel anezho da zebriñ plantoù gouez.
Ar vagerien-loened a zo gounideien ivez pa tennont boued o loened diwar an douar.
E mareoù an Istor eo bet kavet e c'hell ar gounezerezh produiñ danvezioù ha n'int ket evit bezañ debret pe evet (gwiad, livadenn, danvezioù sevel-tiez (ar feltr evit sevel lochennoù), danvezioù kimiek, trelosk). Atav ivez ez eus bet klasket gounit louzoù mat evit pareañ kleñvedoù goude m'eo bet kavet ar plant-se en ur stad gouez.

[kemmañ] Meur a seurt gounezerezh

Renket eo er gounezerezh un obererezh kozh-tre, ar gwenanerezh (sevel ar gwenan) evit tennann o mel hag un obererezh nebeut kozh, ar vagerezh-pesked (en dourioù dous) hag un obererezh nevez a-walc'h, ar gounezerezh-mor (nevez evit magañ ar pesked, met kozh evit gounit ar c'hregin).
A-gozh eo bet klasket lakaat ar c'hoadeier da broduiñ prenn, koad-losk, glaou-koad ha gouzer. Ar c'hoadgounezerezh eo.

[kemmañ] An ed (geotegoù eo an holl nemet ar gwinizh-du)

[kemmañ] An danvezioù graet gant ed

[kemmañ] Ar c'hig hag produioù diwar al loen

Al loened-kig eo al loened maget evit tennañ o c'hig diouto

[kemmañ] Al laezhajoù

[kemmañ] Ar frouezh hag an danvezioù tennet diwarno

[kemmañ] Ar bleunioù hag an danvezioù tennet diwarno

  • bokedoù bleunioù
  • frondoù
  • houpez
  • likorioù-bleunioù

[kemmañ] Al legumaj hag ar gwrizioù

[kemmañ] An danvezioù evit ar gwiad hag an dilhad

[kemmañ] An danvezioù diwar delioù

[kemmañ] Ar spisoù

[kemmañ] An alkoolioù hag an diedoù alkoolek

[kemmañ] A bep seurt

[kemmañ] An teknikoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all