Bier
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ar bier, pe biër (hervez an distagadur ordinal), a zo un died alkoolek fardet diwar goadur un toullad sukroù dibar e-kreiz ul liñvenn dourek. Ar sukroù a zo produet diwar frikañ ha dourañ greun ed eginet, greun heiz peurvuiañ. Ar seurt yod deuet diwar ar fardañ-se a vez graet malt anezhañ. Ouzhpennet e vez bleunioù houpez peurvuiañ da reiñ ur blaz un tammig c'hwerv. Ar breserezh eo arz ar fardañ bier.
Kavet e vez danvezioù hag aozerezhioù a bep seurt e lec'hioù ma vez gounezet edoù, ken a vez meur a liv ha meur a vlaz disheñvel war ar bïer.
[kemmañ] Bïer en Henamzer
Unan eus an diedoù kozhañ eo ar bier, ha roud eus ar bier pa gaver e foñs jarloù eus ar 7vet milved kantved kent Jezuz-Krist d'an nebeutañ ha kavet en Iran ha pa gaver testennoù istorel e Henegipt hag e Mezopotamia.
Ez-naturel e c'hell un nebeut sukroù mont da goiñ (ha da verviñ) diouzh ar goelloù o neuviñ en aer ha lod a gred eo bet kavet an doare evit produiñ ar bier e meur a vro er bed hep ma vije bet liammoù etre an dud.
E Mezopotamia eo bet kavet an dablezenn sumeriad a soñj lod an hini gozhañ (6vet milved kent Jezuz-Krist) eo. Dispak a ra tud oc'h evañ un died dre ur gorzennig raoskle diwar ul lestr boutin. Anv ar bier ez eus e-barzh Meurzanevell Gilgamesh. Anavezout a rae ivez ur barzhoneg e sumereg savet 3 900 bloaz'zo e enor an doueez Ninkasi, patronez ar breserezh, enni ar rekipe kozhañ evit fardañ bier dre bara heiz. Un died eus ar re evet ha pouezus-tre en armezh e oa ar bier evit sevenadurioù bras diazezet war gounezerezh an edoù evel hini Henegipt hag hini Mezopotamia.
[kemmañ] Bier Breizh
Evit anavezout anvioù kement seurt bier zo er vro, sellit ouzh Bier Breizh.