Sumer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


E Mezopotamia izel, da lavaret eo Su Irak, e veze ur vro en Henamzer goshañ anvet Sumer hiziv. Ar Sumeridi e vez graet eus e annezidi. Ur bobl ha ne ouzer ket kalz a dra warnañ a zo deuet war-dro 5000 bloaz kent Jezuz-Krist. Ne hañval ket bezañ semitek e-keñver e yezh, ar sumereg, p'eo bet kavet kalz a destennoù miret mat p'o deus bet minaouedet war tablezennoù pri gant ar [[skritur gennheñvel].

[kemmañ] Kudenn orin ar Sumeridi

Seblantout a ra ar sevenadur sumerat bezañ deuet war-wel a-daol hag ur framm kêrioù bihan staliet mat ganti. E-kerzh e diorroadur e weler hini ar skritur hag ar savouriezh. Ken prim e weler an diorrodurioù e soñj an arkeologourien e c'hellfe bet sevanudur Sumer bezañ degaset eus ul lec'h all, gant alouberien, da skouer. Kinniget eo bet lec'hiañ an orin er Reter (Iran pe pelloc'h) ha ivez e enez Bahrein.
Pa 'z eus bet kavet e 1961 e Tartaria (Roumania) tablezennoù pri raksumerek, deiziataet war-dro 6000 kent Jezuz-krist, eo bet kinniget al lec'h-se ivez.