Gwinizh-du
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Plant | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
| Urzhiad : | Caryophyllales | ||||
| Kerentiad : | Polygonaceae | ||||
| Genad : | Fagopyrum | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Fagopyrum esculentum Moench |
|||||
|
|||||
Ar gwinizh-du (distaget gwi/ni/z/tu), pe ed-du (distaget [e'ty]), , Fagopyrum esculentum, a zo ur blantenn gounezet a renker e familh ar poligonakadezed. Gwelet eo evel unan eus an ed (el liester e vez lavaret an ed-du), met n'eo ket ur geoteg evel an ed all.
Anvet eo ar sarrazin e galleg hag an trigo sarraceno e spagnoleg ha portugaleg, rak anavezetoc'h eo bet e Kornôg Europa e mare an aloubadegoù arab (VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist) pa oa ar boued pennañ al luoù muzulman (sarrazined e veze graet eus outo ivez).
Taolenn |
[kemmañ] Astenn gounid an ed-du
Da vare Oadvezh an Houarn eo deuet da Europa o tont eus Azia. Gounezet e vez e Sina e-leizh. Mat eo dezhañ an douaroù trenk evel ma vez kavet en tiriadoù vulkanek hag herkinek. N'en-deus ket ezhomm eus un douar strujus ha posupl eo silañ anezhañ en ur sistem treiñ-eostoù pa chom an douar-tomm "naetaet" goude an eost. Ur gounid ha n'en deus ket ezhomm ober kalz war-dro p'emañ en e gresk ha setu perak eo bet gounezet e-leizh e broioù paour evel m'eo bet lodennoù bras Breizh eus ar XVIvet kantved betek kreiz an XXvet kantved.
[kemmañ] Implijoù
Implijet e vez bleud graet gant greun ar gwinizh-du evit fardañ krampouezh ha yod ivez (fardet e vez gantañ ur polenta du e Bro-Italia.
Evit kaout bleud eo ret malañ ar greun, met pa n'eo ket ar bleud da vezañ miret e-pad pell e veze kustum ar gouerien da fardañ kementadoù bihan gant milinoù da vezañ lakaet da vont en-dro gant an dorn. Implijet e vez ivez evit fardañ boued ar moc'h hag ar yer.
[kemmañ] Gounererezh
Kreskiñ a ra buan ar gwinizh-du a plijout a ra dezhañ douaroù paour ha trenk. Ret eo dezho bezañ dizouret mat, avat. Un dreistmuzul a demz a vez o vihanaat an ampledoù. Santidik eo ar blantenn d'ar wrez ha ret eo, e hinadoù tomm, hec'h hadañ diwezhatoc'h er mare-bloaz.
A-wechoù e veztalvoudekaet evel un temz glas pe evit grwareziñ an douaroù a-enep ar grignerezh.
[kemmañ] Spletoù e-keñver ar magadurezh
Degas a ra pa vez debret magneziom, fosfor, houarn, fluor ha kalsiom. Aes eo da enteuziñ pa endalc'h proteinoù (10%) enno trenkennoù aminek a-bouez : lizin, arginin, kustin.. ha dreist-holl an truptofan. Pa n'endalc'h gluten ebet eo mat evit ar re o-deus allergiezhioù.
- kalavr, a vez graet eus ar plouz ed-du
[kemmañ] Daveoù
- E.S. Oplinger, E.A. Oelke, M.A. Brinkman and K.A. Kelling (November 1989). "Buckwheat", Alternative Field Crops Manual. Retrieved on 2008-02-26.
- Damania, A.B. (1998). "Diversity of Major Cultivated Plants Domesticated in the Near East". Proceedings of the Harlan Symposium.
- Chun H.N., Chung C.K., Kang I.J., Kim E.R., Kim Y.S. (2003). Effect of Germination on the Nutritional Value of Buckwheat Seed. Division of Life Sciences at Hallym University, South Korea.
- Mazza, G. 1992. Buckwheat (Fagopyrum esculentum), the crop and its importance, p. 534-539. In: R. MacRae (ed.). Encyclopedia of food science, food technology and nutrition. Academic Press Ltd., London.
- Mazza, G. 1993. Storage, Processing, and Quality Aspects of Buckwheat Seed, p. 251-255. In: J. Janick and J.E. Simon (eds.), New crops. Wiley, New York.
- Marshall, H.G. and Y. Pomeranz. 1982. Buckwheat description, breeding, production and utilization, p. 157-212 In: Y. Pomeranz (ed.). Advances in cereal science and technology. Amer. Assoc. Cereal Chem., St. Paul, MN.
- McGregor, S.E. 1976. Insect Pollination Of Cultivated Crop Plants, chap. 9 Crop Plants and Exotic Plants. U.S. Department of Agriculture. As found on the website of the Carl Hayden Bee Research Center of the USDA Agricultural Research Service.[1]
- Multilingual taxonomic information from the University of Melbourne
- Clayton G. Campbell (1997). Buckwheat Fagopyrum esculentus Moench, Promoting the conservation and use of underutilized and neglected crops. 19. International Plant Genetic Resources Institute, Rome, Italy.
- Descriptors for Buckwheat (Fagopyrum spp.)
|
|
|
|---|---|
| Amarant • Heiz • Gwinizh-du • Fonio • Daeroù Job • Kañiwa • Maiz • Mell (ed) • Kerc'h • Kinoa • Riz • Segal • Sorgho • Spelt • Triticale • Teff • Riz Gouez • Gwinizh |
bg:Обикновена елда ca:Fajol cs:Pohanka cv:Хура тулă da:Almindelig Boghvede de:Echter Buchweizen en:Buckwheat es:Fagopyrum esculentum eu:Artobeltz fi:Tattari fr:Sarrasin (plante) he:כוסמת hr:Heljda hsb:Hejduška hu:Hajdina it:Fagopyrum esculentum ja:ソバ ko:메밀 lt:Sėjamasis grikis nds-nl:Boeked nl:Boekweit nn:Bokkveite no:Bokhvete pl:Gryka zwyczajna pt:Trigo sarraceno ro:Hrişcă ru:Гречиха#Гречиха обыкновенная simple:Buckwheat sk:Pohánka jedlá sl:Ajda sv:Bovete tr:Karabuğday uk:Гречка vec:Fagopyrum esculentum wa:Boûkete zh:蕎麥 zh-min-nan:Kiô-be̍h