Segal
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Secale cereale | |||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Plant | ||||
| Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
| Kevrennad : | Liliopsida | ||||
| Urzhiad : | Poales | ||||
| Kerentiad : | Poaceae | ||||
| Genad : | Secale | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Secale cereale M.Bieb. |
|||||
|
|||||
Ar segal (Secale cereale) a zo un ed eus kerentiad ar Poaceae. Tost tre eo ouzh an heiz hag ar gwinizh hag implijet eo d'ober bleud, bara, bier-segal, vodka ha da vagañ loened-feurm.
Taolenn |
Orin [kemmañ]
Unan eus ar spesadoù ed gwez a gresk e kreiz Turkia eo ar segal. Kavout a reer roudennoù eus ar stumm-feurm e kementadoù bihan en un nebeut lec'hiennoù arkeologiel e Turkia met estreget-se ne zeu war-wel nemet en Europa e-pad oadvezh an arem etre -1800 ha -1500 [1]. Posupl e oa bet enbarzhiet deus Turkia asambles gant ar gwinizh hag e oa bet gounezet diwezhatoc'h en un doare distag. Gounezet e oa bet gant ar Romaned e Preden ha war vord an Danav met kavet fall e oa bet ganto hervez Plinius an Henañ.
Gounidegezh [kemmañ]
Gouzañv a ra ar segal un douar trenk hag un hinad c'hleb ha yen gwelloc'h eget ar gwinizh met n'eo ket ken kalet ouzh ar riv hag an heiz. E Turkia e vez gounezet alies gant ar gwinizh. Reiñ a ra un blaz ispisial d'ar bleud ha trevadoù fonnus pe fonnusoc'h a vez ha pa ve bet fall an amzer.
Gounid [kemmañ]
| Produerien pennañ segal — 2005 (milion ton) |
|
|---|---|
| 3.6 | |
| 3.4 | |
| 2.8 | |
| 1.2 | |
| 1.1 | |
| 0.6 | |
| 0.4 | |
| 0.3 | |
| 0.2 | |
| 0.2 | |
| Bed a-bezh | 13.3 |
| Source: UN Food & Agriculture Organisation (FAO)[2] |
|
E norzh, kreiz ha reter Europa e vez gounezet ar segal dreist-holl. Mont a ra e gelc'hiad eus norzh Alamagn betek norzh ha kreiz Rusia hag e-barzh emañ Ukrainia, Belarus, Lituania ha Latvia ivez. Gounezet e vez e Norzhamerika, en Arc'hantina, e Turkia, Kazakstan hag e norzh Sina.
War-zigresk emañ ar c'hementadoù produet abalamour d'ur goulenn dister. Da skouer, kouezhet eo gounezerezh Rusia eus 13.9 milion a donennadoù e 1992 da 3.4 e 2005.
Kleñvedoù [kemmañ]
Gwiridik-tre ouzh an druilh eo ar segal. Debriñ segal druilhet a c'hell bezañ penn-kaoz d'ur gwall gleñved, an druilherezh e anv. Kleñvedoù-red druilherezh a veze ingal a-walc'h gwechall er broioù yen ma oa ar segal an ed pouezusañ. Hervez tud 'zo, an emdouelladurioù a oa-eñ abeg dezho a voe penn-kaoz da galz a tamalladennoù huderezh[3].
Implij [kemmañ]
Bara-segal a vez debret en un doare ingal e norzh Europa. Implijet e vez ivez d'ober ar bara strakus svedat. E-barzh ar bleud segal ez eus nebeutoc'h a c'hluten eget er bleud gwinizh ha muioc'h a wiad. Gallout a ra boud implijet ivez d'ober un doare wiski ha bier.
Arc'hant [kemmañ]
Implijet e vez ar ger evit arc'hant. Ober segal a zo gounit kalz arc'hant.
Gwelet ivez [kemmañ]
Daveoù [kemmañ]
- ↑ Daniel Zohary and Maria Hopf, Domestication of plants in the Old World, third edition (Oxford: University Press, 2000), p. 75
- ↑ Major Food And Agricultural Commodities And Producers - Countries By Commodity
- ↑ Ergot of Rye: History
- Secale cereale (TSN 42089). Integrated Taxonomic Information System. Accessed on September 22 2002.
- Multilingual taxonomic information from the University of Melbourne
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Gordon Hillmann: New evidence of Lateglacial cereal cultivation at Abu Hureyra on the Euphrates, in: The Holocene 11/4 (July 2001), p. 383-393.
- Growing Rye hosted by the UNT Government Documents Department
|
|
|
|---|---|
| Amarant · Heiz · Gwinizh-du · Fonio · Daeroù Job · Kañiwa · Maiz · Mell (ed) · Kerc'h · Kinoa · Riz · Segal · Sorgho · Yell · Triticale · Teff · Riz Gouez · Gwinizh |